Mitsumasa Yonai : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
== Kentañ ministr ==
Yonai a zo bet añvet kentañ ministr Bro-Japan ar 6 a viz Genver 1940. Pa oa kentañ ministr, e strivas evit kreñvaat al liammoù etre ar Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet ha Bro Japan a-benn staliañ ur aegelc'h a beoc'h etre ar broiù-se, hag e enebas ouzh mennoz an emglev gant an Alamagn nazi ha Italia faskour. Met e rankas reiñ e zilez an 21 a viz Gouere 1940, dreist-holl abalamour ma 'z'eo bet rediet gant ar broadelourien ha rannoù a stourment evit an emglev gant Alamagn. An emglev-se a vo sinet diwezhatoc'h ar 27 a viz Gwengolo 1940.
 
== Labour politikel ==
Yonai a labouras evel dilennad e burev ar c'hentañ ministr ha distroet eo d'e labour ministr eus ar merdeerezh dindan ar c'hentañ ministr Koiso Kuniaki adalek an 22 a viz Gouere 1944 betek ma Saipan a gouezas dindan argadoù an arme amerikan. Goude-se e gendalc'has da labourat evit ar c'hentañ ministr Suzuki ha Shigenori Togo betek diskleriadurioù Postdam. Adalek miz Eost 1945, e rennas al labourioù distruj hollek eus morlu impalaeriel Bro-Japan.
 
Abaoe pell, Yonai a c'houzañve kudennoù gant e gwazhiennoù-kas, met e varvas eus un daijenn-skevet e 1948 pa oa 68 bloaz. E bez zo en e ranvro orin eus Morioka. Roet eo bet dezhañ medalenn ar serpant-nij (kentañ renk) aour hag añvet eo bet e barzh urzh ar sav-heol.