Karaez-Plougêr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Astennig
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Hent roman Vorgium-Rieg
Linenn 28:
E [[Penn-ar-Bed]] emañ, gennet etre tri departamant abaoe an [[dispac'h gall]] : Penn-ar-Bed, [[Mor-Bihan]] hag [[Aodoù-an-Arvor]], ar pezh zo bet drastus evit hec'h [[armerzh]].
== Istor ==
=== [[Henamzer]] ≡==
* [[Vorgium]] eo anv latin ar geoded c'halian, kêr-benn an [[Osismied]], a zo deut da vout Karaez.
* Kentañ roudoù tud eno a zo eus ar {{IVe}} kantved kent JK. Meneget eo e [[Taolenn Peutinger]]. Edo e-kreiz ur rouedad hentoù, galian da gentañ, roman goude, e stumm ur steredenn. Da skwer e kase an hentoù-se d'[[ar Pouldu]] dre [[Lannejenn]] ha [[Kemperle]] ha, da v-Blabia ([[Porzh-Loeiz]] bremañ) dre [[Henbont]] ha da [[Rieg]] dre [[Skaer]] ha [[Banaleg]] <ref> [[Henri Guiriec]], ''La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé'', e ti an aozer, 1939, (e [[galleg]]), pajennoù 16 ha 17</ref>.
=== XVII{{vet}} kantved ===
* [[Emsavadeg ar Bonedoù ruz]]: trubuilhoù a voe e kêr d'ar [[6 Gouere|6]] ha d'ar [[7 Gouere|7 a viz Gouere]] [[1675]] <ref> [[Yvon Garlan]] ha [[Claude Nières]], ''Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges'', Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e [[galleg]]), pajennoù 113, 119 ha 120 </ref>; d'ar 6 e vo preizhet ha lakaet en arigrap ti Claude Sauvan, fermour an dleoù, an Aotrou a Châteaufort gant ur yoc'h a dud: 150 gwaz ha 42 vaouez a voe tamallet oute bet kemeret perzh en trubuilhoù, lazhet ur mevel, laeret gwin-ardant, argant, pezhioù-arrebeuri, paperioù, ha kendalc'het e voe d'ar 7 daoust d'ar gouarnour an Aotrou a Gerloued bout deut war al lec'h <ref> [[Jean Lemoine]], ''Documents inédits relatifs à la Révolte du Papier timbré en Basse Bretagne en 1675'', Bulletin de la Société archéologique du Finistère, 1896, pajennoù 126 ha 127 </ref>.