Taol-mouezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Arko (kaozeal | degasadennoù)
D vi-koukoug
Linenn 1:
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''taol-mouezh''' ([[Saozneg|saoz.]]: [[:en:Stress (linguistics)|''stress'']]) war dachenn ar [[fonetik]] hag ar [[fonologiezh]] evit komz eus ar fed ma vez pouezet muioc'h war ur [[silabenn]] resis e diabarzh ur [[ger]] evit war ar re all.
 
Kemmañ a ra an doare resis da bouezañ war ur silabenn a [[yezh]] da yezh ha gallout a ra an toltaol-mouezh bezañ merket gant an unhelder, uheloc'h pe izeloc'h e live evit hini ar silabennoù all, ha/pe ar c'hreñver, an [[hirder vogalennek]], hag all.
 
An taol-mouezh a c'hell bezañ pounner pa vez diforc'het kreñv ur silabenn diouzh ar re all pe c'hoazh gwan a-walc'h pa vez dister an diforc'h etre ar silabennoù taolmouehziet pe get.