Erwan Helouri : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Reizhañ liammoù diabarzh
reizhañ liamm diabarzh
Linenn 16:
E-kichen an herberc'hti-se e lakaas ivez sevel ur [[chapel]] a zedias d'ar [[Gwerc'hez Vari|Werc'hez]] ha da [[Tudwal (sant)|Sant Tudwal]]. Hag evit ma vefe miret gant aked an div roïdigezh-se evit ar re baour eo e skrivas e destamant, levezonet gant e skiant a zen a lezenn.
 
E derouderoù ar bloaz [[1303]], Dom Erwan, ''« brevet-holl, ha faezh, muioc'h c'hoazh gant al labour eget gant strizhentezoù ha kozhni »'' - ne oa nemet 50 vloaz, a zistroas da Gervarzhin da chom betek an diwezh. D'ar 15 a viz Mae e lidas an Oferenn evit ar wezh diwezhañ. En em astenn a reas da c'houde war e wele fall : un tamm [[plouz]] ha goubenner ebet. AzeEno eo e resevas ar gweladennoù diwezhañ : e vignoned a bouezas evit ma vefe lakaet dindanañ un tamm muioc'h a blouz. Nac'hañ a reas, o lavarout ''« e oa en e aesaez evel ma oa. »'' Resev a reas e [[nouenn|sakramantoù diwezhandiwezhañ]]. D'ar sulSul beure, pa groge an heol da barañ, e rentas e ene d'e Zoue.
Mervel a reas Sant Erwan eta d'ar sul [[19 a viz Mae]] [[1303]], en e vaner, Kervarzhin er Vinic'hi. Ar memes deiz e tegouezhas beleion eus [[Landreger]] da Gervarzhin, kemer a rejont korf Dom Erwan war o [[divskoaz]] hag e gas a rejont d'an Iliz-Veur e-kreiz un engroez tud entanet. A-hed an deiz e tibunas an engroez hag e pedas an dud e-kichen ar c'horf. An deiz war-lerc'h e voe douaret en [[Iliz-veur sant Tudwall e Landreger|iliz-veur]]. Evel-se e krogas unan eus [[brasañ pic'hirindedoù Breizh]].
 
War c'houlenn eskob Landreger ha [[Yann IV (dug Breizh)|Yann IV]], dug Breizh, e voe digoret [[prosez santelezhadur Dom Erwan]] e [[1330]], renet gant daou eskob hag un tad-abad. 243 zest a roas o zesteni, kinniget e voe an destenn d'ar [[pab]] e [[1332]]. An [[diskleriadur a santelezhadur]] a voe embannet en [[1347]], ha [[releg]]où Sant Erwan a voe treuzkaset en Iliz-Veur. Ur bez a voe savet a-us. Distrujet e voe e-pad an [[dispac'h gall]], hag ur maen-bez meurdezus all a voe savet e dibenn an {{XIXvet kantved}}. Hennezh eo a vez gwelet c'hoazh en iliz-veur Landreger hiziv an deiz.