Istor Albania : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
E [[1912]] e teuas Albania da vezañ dizalc’h diouzh an Impalariezh Otoman. Goude ar [[Brezel-bed Kentañ]] e chomas dizalc’h ar vro, daoust ma klaskas Gres, Italia ha Rouantelezh Yougoslavia lakaat o c’hrabanoù warni e 1919-1920. Tousmac’hus a-walc’h e voe ar mare etre an daou vrezel, gant ar vro o vont eus ur briñselezh d’ur republik (1925), ha d’ur rouantelezh goude-se (e 1928), p’en em anvas ar prezidant Ahmet Zogu da roue, gant an anv [[Zog Iañ]]. Aloubet e voe ar vro gant armeoù [[Italia]] hag [[Alamagn]] e-pad an [[Eil Brezel-bed]].
 
War-lerc’h ar brezel e teuas Albania da vezañ ur stad [[komunouriezh|komunour]], e [[1946]], dindan renerezh [[Enver Hoxha]]. Kevredet a-dost e voe Albania ouzh an [[Unvaniezh Soviedel]] da vare [[Stalin]], ha goude 1961 e troas war-zu [[Republik Pobl Sina]] rennetrenet gant [[Mao Zedong]]. Goude diskar ar renad komunour e teuas da vezañ ur vro zemokratel e 1992 ha klask a ra bremañ tostaat da vroioù all Europa.
 
{{Commons|Category:History of Albania}}