Robin Williams : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Kemmoù 70.190.229.97 (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Prieladkozh
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Robin Williams 2011a (2).jpg|thumb|'''Robin Williams''' e [[2011]]]]
'''Robin McLaurin Williams''', bet ganet e [[Chicago]] ([[Illinois]], [[Stadoù-Unanet Amerika]]) d'an [[21 a viz Gouere]] [[1951]] hag aet da Anaon e [[Paradise Cay]] ([[Kalifornia]], SUA) d'an [[11 a viz Eost]] [[2014]], a oa un aktour hag ur fentigellour stadudanat.
 
==E filmoù er sinema==
* [[1977]] : ''[[Can I Do It 'Till I Need Glasses?]]'', gant [[I. Robert Levy]],
* [[1980]] : ''[[Popeye (film)|Popeye]]'', gant [[Robert Altman]],
* [[1982]] : ''[[The World According to Garp]]'', gant [[George Roy Hill]],
* [[1983]] : ''[[The Survivors]]'', gant [[Michael Ritchie]],
* [[1984]] : ''[[Moscow on the Hudson]]'', gant [[Paul Mazursky]],
* [[1986]] : ''[[Seize the Day]]'', gant [[Fielder Cook]],
* 1986 : ''[[Club Paradise]]'', gant [[Harold Ramis]],
* 1986 : ''[[The Best of Times]]'', gant [[Roger Spottiswoode]],
* [[1987]] : ''[[Good Morning, Vietnam]]'', gant [[Barry Levinson]],
* [[1988]] : ''[[The Adventures of Baron Munchausen]]'', gant [[Terry Gilliam]],
* 1988 : ''[[Portrait of a White Marriage]]'', gant [[Harry Shearer]],
* 1988 : daneveller ''[[Rabbit Ears: Pecos Bill]]'', gant [[Tim Raglin]],
* [[1989]] : ''[[Dead Poets Society]]'', gant [[Peter Weir]],
* 1989 : ''[[I'm from Hollywood]]'', gant [[Lynne Margulies]] ha [[Joe Orr]],
* [[1990]] : ''[[Cadillac Man]]'', gant [[Roger Donaldson]],
* 1990 : ''[[Awakenings]]'', gant [[Penny Marshall]],
* 1990 : ''[[Back to Neverland]]'', gant [[Jerry Rees]],
* [[1991]] : ''[[Dead Again]]'', gant [[Kenneth Branagh]],
* 1991 : ''[[The Fisher King]]'', gant Terry Gilliam (eil film asambles),
* 1991 : ''[[Hook (film)|Hook]]'', gant [[Steven Spielberg]],
* 1991 : daneveller ''[[Rabbit Ears: The Fool and the Flying Ship]]'',
* [[1992]] : ''[[Toys]]'', gant Barry Levinson (eil film asambles),
* 1992 : daneveller ''[[Aladdin]]'', gant [[Ron Clements]] ha [[John Musker]],
* 1992 : daneveller ''[[The Timekeeper]]'',
* 1992 : daneveller ''[[FernGully: The Last Rainforest]]'' gant [[Bill Kroyer]],
* 1992 : ''[[Shakes the Clown]]'' gant [[Bobcat Goldthwait]],
* [[1993]] : ''[[Mrs. Doubtfire]]'', gant [[Chris Columbus]],
* [[1994]] : ''[[Being Human]]'', gant [[Bill Forsyth]],
* 1994 : ''[[In Search of Dr. Seuss]]'', gant [[Vincent Paterson]],
* [[1995]] : ''[[Jumanji]]'', gant [[Joe Johnston]],
* 1995 : ''[[To Wong Foo, Thanks for Everything! Julie Newmar]]'', gant [[Beeban Kidron]],
* 1995 : ''[[Nine Months]]'', gant Chris Columbus (eil film asambles),
* [[1996]] : daneveller ''[[Aladdin and the King of Thieves]]'', gant [[Tad Stones]],
* 1996 : ''[[Hamlet]]'', gant Kenneth Branagh (eil film asambles),
* 1996 : ''[[The Secret Agent]]'', gant [[Christopher Hampton]],
* 1996 : ''[[Jack]]'', gant [[Francis Ford Coppola]],
* 1996 : ''[[The Birdcage]]'', gant [[Mike Nichols]],
* [[1997]] : ''[[Good Will Hunting]]'', gant [[Gus Van Sant]],
* 1997 : ''[[Flubber]]'', gant [[Les Mayfield]],
* 1997 : ''[[Deconstructing Harry]]'', gant [[Woody Allen]],
* 1997 : ''[[Father's Day]]'', gant [[Ivan Reitman]],
* [[1998]] : ''[[Patch Adams]]'', gant [[Tom Shadyac]],
* 1998 : ''[[Junket Whore]]'', gant [[Debbie Melnyk]],
* 1998 : ''[[What Dreams May Come]]'', gant [[Vincent Ward]],
* [[1999]] : ''[[Bicentennial Man]]'', gant Chris Columbus (trivet film asambles),
* 1999 : ''[[Jakob the Liar]]'', gant [[Peter Kassovitz]],
* 1999 : ''[[Get Bruce]]'', gant [[Andrew J. Kuehn]],
* [[2000]] : ''[[Model Behavior]]'', gant [[Mark Rosman]],
* [[2001]] : daneveller ''[[A.I. Artificial Intelligence]]'', gant Steven Spielberg,
* [[2002]] : ''[[The Rutles 2: Can't Buy Me Lunch]]'', gant [[Eric Idle]],
* 2002 : ''[[Insomnia]]'', gant [[Christopher Nolan]],
* 2002 : ''[[Death to Smoochy]]'', gant [[Danny DeVito]],
* 2002 : ''[[One Hour Photo]]'', gant [[Mark Romanek]],
* [[2004]] : ''[[Noel]]'', gant [[Chazz Palminteri]],
* 2004 : ''[[House of D]]'', gant [[David Duchovny]],
* 2004 : ''[[The Final Cut]]'', gant [[Omar Naim]],
* [[2005]] : ''[[The Big White]]'', gant [[Mark Mylod]],
* 2005 : daneveller ''[[Robots]]'', gant [[Chris Wedge]],
* 2005 : ''[[The Aristocrats]]'', gant [[Penn Jillette]] ha [[Paul Provenza]],
* [[2006]] : ''[[Man of the Year]]'', gant Barry Levinson (trivet film asambles),
* 2006 : ''[[Night at the Museum]]'', gant [[Shawn Levy]],
* 2006 : daneveller ''[[Happy Feet]]'', gant [[George Miller]],
* 2006 : daneveller ''[[Everyone's Hero]]'', gant [[Christopher Reeve]], [[Daniel St. Pierre]] ha [[Colin Brady]],
* 2006 : ''[[RV]]'', gant [[Barry Sonnenfeld]],
* 2006 : ''[[The Night Listener]]'', gant [[Patrick Stettner]],
* [[2007]] : ''[[License to Wed]]'', gant [[Ken Kwapis]],
* 2007 : ''[[August Rush]]'', gant [[Kirsten Sheridan]],
* [[2009]] : ''[[Shrink]]'', gant [[Jonas Pate]],
* 2009 : ''[[World's Greatest Dad]]'', gant Bobcat Goldthwait (eil film asambles),
* 2009 : ''[[Night at the Museum: Battle of the Smithsonian]]'', gant Shawn Levy (eil film asambles),
* 2009 : ''[[Old Dogs]]'', gant [[Walt Becker]],
* [[2011]] : daneveller ''[[Happy Feet Two]]'', gant George Miller (eil film asambles),
* 2011 : [[Stage Left: A Story of Theater in the Bay Area]], gant [[Austin Forbord]],
* [[2013]] : ''[[The Big Wedding]]'', gant [[Justin Zackham]],
* 2013 : ''[[The Face of Love]]'', gant [[Arie Posin]],
* 2013 : ''[[The Butler]]'', gant [[Lee Daniels]],
* [[2014]] : ''[[Boulevard]]'', gant [[Dito Montiel]],
* 2014 : ''[[The Angriest Man in Brooklyn]]'' gant [[Phil Alden Robinson]],
* 2014 : ''[[A Merry Friggin' Christmas]]'' gant [[Tristram Shapeero]],
* 2014 : ''[[Night at the Museum: Secret of the Tomb]]'' gant Shawn Levy (tri{{vet}} film asambles).
 
==='''Dead Poets Society / Kevredigezh ar Varzhed Varv'''===
Nag a filmoù a zo bet gantañ ma oa penn-c’hoarier enne, kat da lakaat an arvester da c’hoarzhin pe da ouelañ diouzh ma veze. Dalc’het a vo soñj eus e berzh er film « Dead Poets Society » pe « Kevredigezh ar Varzhed Varv » (e galleg « le Cercle des Poètes Disparus ») bet graet er bloavezh 1989. Er film-se e c’hoarias perzh ur c’helenner war ar saozneg, John Keating, en ur skol vrudet e 1959, ur skol e-lec’h e veze stummet skolidi a live uhel. Dont a ra a-benn da aweniñ ha da dommañ skolidi ar Welton Academy ouzh ar varzhoniezh, hag int troet da zont da vezañ kentoc’h mezeien pe ijinourien eget barzhed. Deskiñ a ra dezho penaos karout ar varzhoniezh ha degas kemmoù en o buhezioù dre hanterouriezh ar studi-se. Renet e voe ar film gant Peter Weir ha skrivet gant Tom Schulman.
Setu amañ neuze un toullad arroudennoù tennet eus ar film holl vrudet-mañ.
 
John Keating: Ne vez ket lennet na skrivet barzhonegoù abalamour ma ‘z eo un dra vrav da ober. Lenn ha skrivañ barzhonegoù a reer abalamour ma ‘z omp izili eus an denelezh. Ha leun-barr eo an denelezh a entan. Ar vezegniezh, ar gwir, an aferioù, an ijinouriezh a zo holl dellezek eus ho strivoù hag ezhomm anezho evit hon magañ e-kerzh hon buhez. Met ar varzhoniezh, ar gened, an hoalerezh, ar garantez, evito eo e chomomp bev. Hervez Whitman, « O me ! o ma buhez ! ouzh ar goulennoù-se e troan bepred ; ouzh trenioù difin an dud amgredus… ouzh kêrioù leun a dud sot enno ; petra a vad a zo ennoc’h evidon, O me, O ma buhez ? » Respont. Ma ‘z oc’h amañ – ma zo eus ar vuhez hag an identelezh ‒, evit ma kendalc’ho ar pezh-c’hoari kreñv-se da vont en-dro, e c’helli-te degas ha ne vefe ken nemet ur werzenn. Ma kendalc’ho ar pezh-c’hoari da vont en-dro, ma c’hellfes-te degas ha ne vefe ken nemet ur werzenn. Pehini a vezo da werzenn ? »
 
Emañ John Keating o tiskouez skeudennoù klasadoù liseidi gozh d’e skolidi e-kerzh ur gentel varzhoniezh. Ret e eo dezho prederiañ war an amzer-dremenet hag ivez o amzer da zont.
 
John Keating: Gwelout a rit, n’int ket disheñvel a galz diouzhoc’h, neketa ? An hevelep doare da droc’hañ o blev. Leun int a hormonoù eveldoc’h. Didrec’hus int, eveldoc’h. Dezho eo ar bed. Krediñ a reont ez eo o zonkad sevel oberennoù meur, evel ma ra kalz ac’hanoc’h, ez eo leun o daoulagad a spi, eveldoc’h. Daoust ha gortozet o deus re bell ken ne oa re ziwezhat dezho ober ken nemet un disterdra eus ar pezh e oant gouest d’ober ? Rak, ma zud kaezh, ret eo deoc’h merzout ez int aet holl da vouetañ buzhug. Met selaouit ervat a-dost, hag e klevot anezho o kuzulikat o herezh deoc’h. Deuit ‘ta, astennit ho skouarnioù. Selaouit, klevout a rit ? - Carpe – klevet hoc’h eus ? - Carpe, carpe diem, grit ho mat eus hiziv, paotred, lakait ho puhezioù da vezañ dreist-ordinal.
 
* Notenn : « Carpe Diem » a zo latin hag a dalvez kement ha « Kuntuilh hiziv hep bezañ nec’het gant warc’hoazh. »
 
==Notennoù ha daveennoù==