Deiziadur hebraek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|he}} using AWB (10902)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:JudischerKalender-1831 ubt.jpeg|thumb|right|200px|Deiziadur hebraek evit ar bloavezh 5591 (1831)]]
An '''deiziadur hebre''', pe '''deiziadur hebreek''', pe '''hebraek''', pe ''deiziadur yuzev'', eo an doare hengounel da rannañ an amzer zo implijet gant ar [[Yuzevien]]. Un [[deiziadur heolloarel]] eo. En deiziadur-se eo rannet ar bloavezh e 12 pe 13 miz loar pe loariad. An deiziadur hebraek, evel m’emañ bremañ, a oa bet diazezet e [[359]]. Hiziv an deiz e vez implijet evel deiziadur relijiel : evit gouzout deiziadoù ar gouelioù hag all. E bed an armerzh avat e reer gant an [[deiziadur gregorian]] zo en implij e broioù Europa.
 
Diazezet eo ar bloavezh war an [[heol]] hag ar mizioù war al [[loar]]. Ul loariad a bad 29 devezh hanter. Trawalc’h eo divizout e pado ur miz diwar zaou 29 devezh hag egile 30 devezh evit m’en em gavfe reizh an traoù. Evit an heol avat ez eo un dra all. An douar a ra an dro d’an heol e 365,25 devezh. Dindan 12 loariad n’eus nemet 354,36 devezh, da lavarout eo e vank 10,89 devezh evit klokaat ar bloavezh. Evit adtapout an devezhioù-se e oa bet ijinet, gant [[steredoniezh|steredoniourien]] yuzev neuze, un deiziadur heolloarael. Merzet o doa e vije tapet un dale 7 miz rik goude 19 bloavezh 12 loariad. Evit adtapout an dale-se o doa soñjet kaout bloavezhioù 12 miz ha bloavezhioù 13 miz. En ur prantad 19 bloavezh e vez 7 bloavezh gant 13 miz ha 12 bloavezh gant 12 miz.