Joan Miró : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Joan Miro''' a zo ul livour, kizeller ha priour katalanat bet ganet e Barcelona e 1893 hag aet da Anaon e Palma e Mallorca e 1983."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Joan MiroMiró ''' pe '''Joan Miró i Ferrà''' a zo ul livour, kizeller ha, priour hag engraver katalanat bet ganet e [[Barcelona]] d'an [[20 a viz Ebrel]] e [[1893]] hag aet da Anaon e [[Palma]] e [[Mallorca]] ed'ar [[25 a viz Kerzu]] [[1983]]. Unan eus pouezusañ ezel an emsav dreistrealour eo bet.
 
En e oberennoù e weler e oa dedennet gant isemouez, ar "spered bugelel" hag e vro. Er penn kentañ e voe levezonet gant ar gubouriezh, ar faovouriezh hag an ekspresionouriezh. Goude e livas en un doare plaenoc'h gant un tu eeunek. An daolenn anvet ''La Ferme'' bet livet e 1920 a zo e-touez ar re anavezetañ eus ar mare-se.
 
Pa 'z eas da [[Pariz|Bariz]] e teuas e oberennoù da vezañ muioc'h hunvreel. Klotañ a rae gant pennaennoù an emsav dreistrealour. Emezelañ a reas ennañ. E meur a skrid er bloavezhioù 1930 e tiskouez Miró e c'hoant da zilezel an doareoù kent da livañ. Ne felle dezhañ sentiñ ouzh lezenn ebet nag ouzh re an genedelezh nag ouzh re an dreistrealouriezh.
 
Krouet e voe e en e enor « Bonged Joan-Miró » e [[Barcelona]] e [[1975]]. Ur greizenn a sevenadurel gouestlet d'an arz a-vremañ eo. Kavout a reer eno kalz oberennoù bet profet gant an arzour. Kavout a reer oberennoù gant Miró e lec'hioù all evel Bonged Pilar ha Joan Miró de Palma a Vallorca, Mirdi broadel an arz a-vremañ e Pariz, mirdi arz modern Lille ha Museum of Modern Art New York.