Joan Miró : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Joan Miró ''' pe '''Joan Miró i Ferrà''' a zo ul livour, kizeller, priour hag engraver katalanat bet ganet e [[Barcelona]] d'an [[20 a viz Ebrel]] [[1893]] hag aet da Anaon e [[Palma]] e [[Mallorca]] d'ar [[25 a viz Kerzu]] [[1983]]. Unan eus pouezusañ ezel an emsav dreistrealour eo bet.
 
En e oberennoù e weler e oa dedennet gant isemouez, ar "spered bugelel" hag e vro. Er penn kentañ e voe levezonet gant ar gubouriezh, ar faovouriezh hag an ekspresionouriezh. Goude e livas en un doare plaenoc'h gant un tu eeunek. An daolenn anvet ''La Fermemasia'' bet livet eetre 1920 ha 1922 a zo e-touez ar re anavezetañ eus ar mare-se.
 
Pa 'z eas da [[Pariz|Bariz]] e teuas e oberennoù da vezañ muioc'h hunvreel. Klotañ a rae gant pennaennoù an emsav dreistrealour. Emezelañ a reas ennañ. E meur a skrid er bloavezhioù 1930 e tiskouez Miró e c'hoant da zilezel an doareoù kent da livañ. Ne felle dezhañ sentiñ ouzh lezenn ebet nag ouzh re an genedelezh nag ouzh re an dreistrealouriezh.
 
Krouet e voe e en e enor « Bonged Fundació Joan-Miró » e [[Barcelona]] e [[1975]]. Ur greizenn a sevenadurel gouestlet d'an arz a-vremañ eo. Kavout a reer eno kalz oberennoù bet profet gant an arzour. Kavout a reer oberennoù gant Miró e lec'hioù all evel Bonged Fundació Pilar ha Joan Miró de Palma a Vallorca, Mirdi broadel an arz a-vremañ e Pariz, Kreizenn Georges Pompidou e Pariz, mirdi arz modern Lille ha Museum of Modern Art New-York, mirdi Guggenheim [[New-York.]], Tate Modern Gallery Londrez ha Moderna Museet [[Stockholm]
 
 
===Livadurioù brudet===
*1917 — Nord-Sud, Galerie Maeght, Pariz.
*1921- 1922 — La masia, National Gallery of Art, Washington.
*1921 — Retrat de ballarina espanyola, Musée Picasso, Parz.
*1923 — Terra llaurada, Solomon R. Guggenheim Museum, New-York.
*1924-1925 — El Carnaval d'Arlequí, Albright-Knox Art Gallery, Buffalo.
*1928 — Interiors holandesos, Peggy Guggenheim Collection, Metropolitan Museum of Art ha Museum of Modern Art New-York.
*1928 — Femme nue couchée, Moderna Museet, Stockholm.
*1934 — Cargol, dona, flor i estrella, Museu Reina Sofia, Madrid.
*1937 — Natura morta del sabatot, Museum of Modern Art New-York.
*1937 — El Segador (pagès català en revolta), Pariz.
*1938 — Una estrella acaricia el pit d'una negra, Tate Gallery, Londrez.
*1940-1941 — Constel·lacions, heuliad 23 oberenn.
*1961 — Blau I, Blau II i Blau III, Centre Georges Pompidou, Pariz.
*1968 — Personatge davant del sol, Fundació Joan Miró, Barcelona.
*1972 — Dona i ocells a l'alba
*1974 — L'esperança del condemnat a mort, Fundació Joan Miró, Barcelona.