Erich Honecker : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
Da diwezh ar brezel e krogas Honecker en-dro da lakaat e pleustr e gredennoù komunour dindan beli Sekretour Meur ar Strollad, [[Walter Ulbricht]]. E 1946 e oa Honecker etre izili gentañ Strollad Unvaniezh Sokialour Alamagn (SED), ennañ ar Strollad Komunour (KPD) hag ar sokial-demokratourion eus reter Alamagn. Goude ma eas ar maout gante er vouezhiadeg bet dalc'het e 1946 e teuas Honecker da vezañ dileuriad er breujoù ar vro. Ne badas ket gwall bell, neoazh, rak disklêriet e voe [[Republik Demokratel Alamagn]] d'ar 7 a viz Here 1949 en takad aloubet gant an [[Unaniezh Soviedel]], gantañ ur [[bonreizh|vonreizh]] nevez. Er sistem nevez-se, damheñvel ouzh hini e pleustr en [[Unaniezh Soviedel]], e oa anezhañ ezel-kannad Sekretouriad ar Poellgor Kreiz e 1950 o vont da ezel-leun e 1958.
 
E 1961 e voe lakaet Honecker e-karg eus ar voger a oa da vezañ savet e Berlin o troc'hañ ar [[Republik Demokratel Alamagn|Republik Demokratel]] er reter diouzh ar [[Republik Kevreadel Alamagn (1949-1990)|Republik Kevreadel]] er c'hornôg. Soutenet gant an [[Unaniezh Soviedel]] e teuas a-benn da vezañ lakaat e penn ar Strollad Komunour e-lec'h Walter Ulbricht hag e 1976 e voe anvet Kadoriad Kuzul ar Stad (''Staatsratsvorsitzender'').
 
Daoust d'ar strivoù bet graet gant [[Mikhail Gorbatchev]] evit digeriñ ar renad komunour en [[Unaniezh Soviedel]] goude 1985, e kendalc'he Honecker da chom feal ouzh al linenn bolitikel a-gent en ur nac'hañ adwelet ar renad. Met muioc'h mui a vroioù er [[Bloc'had Soviedel]] a grogas da sevel a-du gant politikerezh Gorbatchev ha pouezet e voe war Honecker d'ober kemend-all ivez. Dre ma kendalc'he da vont war an hent-se e voe rediet Honecker da reiñ e dilez gant izili ar Burev Politikel d'an 18 a viz Here 1989 o lakaat [[Egon Krenz]] en e blas.
Linenn 37:
 
==Gwelet ivez==
:*[[Komunouriezh]]
 
==Liammoù diavaez:==