Alf Sommerfelt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajennad nevez.
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 20 Mez 2015 da 08:50

Alf Sommerfelt (23 a viz Du 1892 - 12 a viz Here 1965), a oa ur yezhonour norvejian hag ar c'helenner kentañ war ar yezhoniezh e Norvejia. Labourat a reas e Skol-Veur Oslo etre 1931 ha 1962.

Buhez prevez

Sommerfelt a oa ganet e Trondheim (Norvejia). Dimezet e oa gant ar skrivagnerez Aimée Sommerfelt. Mervel a reas e Nes, Norvejia, diwar ur gwallzarvoud war an hent.

Yezhoniezh

Sommerfelt en doa studiet e Pariz. Asambles gant Olaf Broch e savas Sommerfelt an Norwegian association for linguistics e 1924. Skrivañ a reas ivez meur a levr digeriñ d'ar yezhoniezh. Dedennet e oa gant ar yezhoù keltiek, ha bevañ a reas e Breizh, e-lec'h ma studias ar brezhoneg. Sevel a reas e 1958 ar gelaouenn Lochlann.

Levrlennadur diglok

  • Sommerfelt, Alf 1921: Le Breton parlé a Saint-Pol-de-Leon : Phonétique et morphologie
  • Sommerfelt, Alf 1922: The dialect of Torr Co. Donegal. Videnskapsselskapets skrifter II. Hist.-filos. kl. 1-2
  • Sommerfelt, A. 1962 : Notes sur le parler de Dourduff en Plouézoc’h (Finistère), Lochlann, II, 58-92.