Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Daveennoù: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Link FA|fr}} using AWB (10902)
Lamet kuit eo bet ar restr ''Frühling-und-Herbst2.jpg'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant INeverCry
Linenn 11:
* Un andon bouezus all eo 史记, ''' ''Shǐ Jì''''', "Kounskrid an Istorour" gant [[Sima Qian]] (~145-~86) : e korf ar ''Shi Ji'', en tregont levrenn ar ''' ''Shijia''''' (世家, ''shì jiā'', “tiez hêrezhel”) e teskriv marevezh an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' ha hini ar ''Stadoù Brezelour''.
== Red an Istor ==
 
[[Restr:Frühling-und-Herbst2.jpg|thumb|<center>'''Ar Stadoù e Sina da vare'''</center><center>'''an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'''</center>]]
Pa oa ren ar remziad '''Zhou ar C'hornôg''' (1027-771) <ref> Library of Congress </ref> o vont da echuiñ e voe pobladoù kantreer ar Gwalarn, 犬 ''Quăn'' ("Kon/Chas") ha 戎 ''Róng'' ("Armead") dreist-holl, o c'hounez tachenn er Reter a-wagennadoù hag o krignat an tiriad Zhou tamm-ha-tamm betek lakaat gourdrouz bras war e galon. <br />
Er bloavezh 771 e voe lazhet ar roue ZHOU You gant an alouberien kevredet gant markiz ar Stad '''Shen'''. <ref> ''CHEN'' war ar gartenn </ref>. Peogwir e teuas diaes d'e warlerc'hiad ar roue ZHOU Ping chom er gêrbenn gozh e tec'has, harpet gant ar Stadoù '''Jin''' ha '''Zheng''' <ref> ''TSIN'' ha ''CHENG'' war ar gartenn </ref>, da staliañ e Lez en ur gêrbenn nevez, ''Luoyi'' <ref> Hiziv : etre kêr Luoyang ha kêr Zhengzhou, 35° N • 112-113° R </ref>, pelloc'h war ar Stêr Velen (黄河 ''Huáng Hé'') e Reter ar rouantelezh. Eno e tiazezas ar remziad '''ZHOU ar Reter''' er bloavezh 770.