Dibennerez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[file:Badische_Guillotine.JPG|thumb|170px|Dibennerez]]
Un '''dibennerez''' zo ur mekanik da [[dibennañ|zibennañ]] tud. Anvet eo diwar-lerc'h [[Joseph Ignace Guillotin]], ur medisin gall hag a oa a-enep [[kastiz ar marv]] : dre ma komprene ne vije ket paouezet da gondaoniñ tud d'ar marv e fellas dezhañ ijinañ un doare deneloc'h ha ne rae ket d'an dud gouzañv kemend-all, rak gwadek hag euzhus e veze a-wechoù an dibennañ gant ar vouc'hal pa ne veze ket graet en un taol.
 
Met ur medisin all an hini a ijinas ar mekanik, Antoine Louis e anv. En desped da Joseph Guillotin, e voe anvet ''guillotine'' e galleg.