Diforc'hioù etre adstummoù "Magnus Clemens Maximus"

→‎Daou enebour : Marv Maksim
(Levrlennadur)
(→‎Daou enebour : Marv Maksim)
 
==Daou enebour==
Neuze en em glevas Teodosius ha Valentinian d'ober brezel a-enep Maximus o-daou en hañvezh [[388]].<br />
 
Trec'het e voe Maximus en [[emgann ar Sava]], a-hed ar stêr [[Sava]], adstêr d'an [[Danav]], nepell diouzh [[Emona]]. [[Andragathius]], ''[[magister equitum]]'' Maximus, an hini en devoa lazhet [[Gratianus]], a voe trec'het e-kichen [[Siscia]], e vreur Marcellinus e [[Poetovio]].
 
Tec'hel a reas Maximus da-vetek [[Aquilonia]]Aquilea, goulenn a reas truez, met dibennet e voe d'an 28 a viz Eost [[388]], gant kalz eus e soudarded all. Teodoz a reas diskouez penn Maksim e meur a rannvroioù, hag e Kartada. Andragathius, ''magister equitum'' (Penn-dragon) Maksim, e gavas gwelloc'h en em lazhañ. E wreg hag e ziv verc'h a voe lezet e buhez.
 
E vab [[Victor (impalaer roman)|Victor]], oajet war dro 7 bloaz, a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en [[Augusta Treverorum]] gant ''[[magister peditum]]'' [[Valentinian II|Valentinian]], [[Arbogast (jeneral roman)|Arbogast]] e fin ar bloavezh-hont.
 
E-touez e ziskennidi e oa [[Olybrius]], impalaer en [[472]], meur a gonsul hag a eskob evel [[Ennodius|Saint Magnus Felix Ennodius]] eskob [[Pavia]] (514-21).
10 134

modifications