Diforc'hioù etre adstummoù "Magnus Clemens Maximus"

2 737 okted ouzhpennet ,  5 vloaz zo
/* Lec'h an dilestradeg.
(/* Lec'h an dilestradeg : hervez Zosismus, hag hervez Jafrez Menoe)
(/* Lec'h an dilestradeg.)
 
- ''"... da gentañ etrezek rouantelezh an Armorici, anavezet bremañ Breizh(Vihan)"'', hervez Jafrez Menoe, o skrivañ war dro 750 bloaz war lec'h Maksim;
 
Darn vrasañ an istorourien, en o zouez Léon Fleuriot (p. 119), a ya a zu gant Zosismus, mes hep gouzout pelec'h en em gav ''Portus Calvosus'', ha perak Maksim e vije diskennet eus ''genou ar Rhin'' da Baris raok mont da [[Augusta Treverorum]] ([[Trier]]).
 
En tu all, istorourien brezhon an XIXt kantved a zo aet war eeun a zu gant Jafrez Menoe, o welout un dilestradeg war-dro Plougernev, pe c'hoazh war-dro Konk-Leon, o sonjal et ''Tolente, Portus Salliocanus'', hag o sonjal ivez a vije bet Maksim barrek da aloubiñ Roazhon war an taol, an anv kêr ''Redoni, Redonum'', kavet en testenn Jafrez. Evel-se, evito, Breizh a-vremañ a zo ar memes hini bet krouet gant Maksim e 383.
 
Goude se, istorourien brezhon fin an XXt kantved, o welout ne c'hallent displegañ seurt ebet war an afer se, n'hag war anvioù lec'hioù, n'hag war anvioù tud, evel hini ''Himbaldus'', roue ar Vranked o herzel d'an dilestradeg, o deus sellet ne oa ket holl se nemet ur vojenn.
 
Ur respont a zo koulskoude. Houmañ e vez kavet drek anv keltiek Mor-Breizh : ''Mori-Ikt-ios'', hag er pezh en eus lavaret Strabo diwar genou ar Rhin :
 
IV.3.3 : "''An daou stêr se (Rhin, Saena) a red eus ar c'hreisteiz war zu an hanternoz. Dirak o genouioù en em gav Breizh, hag a zo tost awalc'h diouzh hini ar Rhin evit ma vez gallet gwelout Cantium, beg reter an enezenn, mes un tamm pelloc'h eus hini ar Saena. An doue Kezar en devoa e chanter listri enno pa-z e dremenas e Breizh''."
 
            IV.5.1 : "''... pa'z eer diouzh bro ar Rhin (evit mont da Vreizh), ne gemeer ket ar mor rik er genou ar stêr, mes er bro ar Vorini, amezeien ar Venapii, e Itium, ar porzh e lec'h Kezar en devoa bodet e listri raok mont da dagañ an enezenn. Savet an eor en noz, e zigouezas war aod an tu all an deiz war lec'h d'ar beure, d'ar pedervet eur goude un dreuzadenn a 320 stad."''           
 
''Itium, Portus Itius'', a zo anavezet gant an istorourien kement ha ''Gesoriacum / Bononia'' = Boulogne-sur-Mer, hag en em gav ivez, neuze, war aod ''Mori-Ikt-ios.''
 
            An anvioù bet klasket e Breizh, pe kaset d'ar vojenn, en em gav kazimant tout er genoù ar ''Samara'' / Somme :
 
            - Saint-Valery-sur-Somme, raok ''Leuconaus, Lieuconos'', klasket e Porzh Liogan, e Konk Leon,
 
            - Tolente : pont de la Talance, en Abbeville, klasket e Plougernev,
 
            - Portus Calvosus : Caubert, en Abbeville, kavet neblec'h,
 
            - Himbaldus : kavet e Château Hubault, hag un palez bras gallo-roman (arkeologouriezh), e Le Vieux-Rouen-sur-Bresle,
 
            - R°t°n- (''Redonum, Redoni'') : Le Vieux-Rouen-sur-Bresle, war un hent roman eus Le Tréport ha Saint-Valery-sur-Somme da Baris.
 
==E Kembre==
10 121

modification