Carl von Linné : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Linné a veajas e meur a rannvro eus Sveden evit diskrivañ ar plant hag al loened anezho : diwar ur veaj en hanternoz ar vro e voe savet e labour bras kentañ, ''Flora lapponica'' . Mont a reas da vroioù all en [[Europa]] ivez : en [[Izelvroioù]] e lakaas embann e ''Systema naturae''.
 
den== « Den = ''Homo sapiens'' » ==
[[Restr:Linnaeus1758-title-page.jpg|thumb|right|Golo ''Systema Naturae''.]]
Gant Linné e voe roet da bep [[spesad]] un anv resis e [[latin]], savet diwar daou barzh. Da skouer, ''Homo sapiens'' ("den a oar") evit an [[den]] hag ''Homo troglodytes'' ("den ar vougev") evit ar [[chimpanze]]. A-raok Linné e veze roet anvioù hir d’ar spesadoù, a-benn o diskrivañ. Gant skiantourien a veve er [[XVIvet kantved]], an daou vreur Bauhin, e oa bet savet ar reizhiad anvadurioù daouel a zo implijet hiziv , met gant Linné an hini e voe lakaet an diazezoù-se da dalvezout a-vras.
 
<blockquote>
den = Homo sapiens
</blockquote>
 
Al lodenn gentañ eus an anv eo ar [[genad]], hag an eil eo ar [[spesad]]. Evit Linné e oa an den hag ar chimpanze daou spesad eus ar memes genad, ''Homo''. (''Pan troglodytes'' eo anv skiantel ar chimpanze hiziv an deiz, daoust ma ne vev ket ar chimpanzeed er mougevioù).
 
Mennozh ar genadoù hag ar spesadoù a zeu eus [[Aristoteles]]. Met ar genadoù a voe bodet gant Linné d’ober [[urzhad]]où, an urzhadoù a voe bodet e rummadoù hag ar rummadoù e [[riezad]]où. Setu, da skouer, penaos e veze rummataet an den gant Linné :
 
* Riezad : [[loened|Animalia]]
* Rummad : [[mellkeineged|Vertebrata]]
Linenn 23 ⟶ 20:
Tri riezad a veze diforc’het gant Linné : [[Loen|loened]], [[plant]] ha [[maen|mein]].
 
Ur p[[Protestantiezh|rotestantprotestant]] deol e oa Linné, ul l[[Luther|utherlutherad]]ad, hag evitañ e oa ar vevoniezh ur studi eus ar bed urzhiet gant an "Aotrou". Krediñ a rae e oa bet krouet al loened hag ar plant gant [[Doue]] ha ne oant ket cheñchet abaoe krouidigezh ar bed. Ar spesadoù, evitañ, ne gemment ket (er c’hontrol diouzh ar pezh a voe displeget diwezhatoc’h gant [[Darwin]]). Daoust da se e oa krog da gas ar skiant war un hent a bellae diouzh kelenn ar relijion. Un arc’heskob lutherat a damallas dezhañ bezañ dizoue.
 
Bez' e voe Linné unan eus diazezourien Akademiezh ar Skiantoù e Sveden. Gantañ ivez e voe savet Liorzh Louzawouriezh Uppsala.
 
== Oberennoù pennañ ==
[[Restr:Linnaeus1758-title-page.jpg|thumb|right|Golo ''Systema Naturae''.]]
 
* ''Flora lapponica'', [[1737]]
* ''Systema naturae'', [[1735]]/[[1766]] (Reizhiad an natur)