Diforc'hioù etre adstummoù "Arzel Even"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Arzel Even''' (ganet Jean ''Pierre Raymond François Piette'' d'an [[3 a viz C'hwevrer]] [[1921]] e [[Lille]] ha marvet d'an 19 a viz [[1971]] en [[Aberystwyth]], [[Kembre]]), a oa ur yezhour barrek war an holl [[yezhoù keltiek]]. Meur a anv-pluenn en deus implijet en e skridoù kentañ : ''Natrovissus'', ''Gereint'', ''Artomagalos'', ''Idriss Gawr''.
 
E dad a oa eus [[Flandrez Frañs]] hag e vamm a oa eus [[Breizh]]. Ober a reas e studi e [[Roazhon]] hag eno, pa oa studier, e teskas [[brezhoneg]]. E-pad an [[Eil brezel bed]] e voe embannet e skridoù brezhonek kentañ, war ''[[Galv (kelaouenn)|Galv]]'', ''[[Arvor (kazetenn)|Arvor]]'', ''[[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]]''. Goude an [[Eil brezel bed]], e [[1946]], e savas, gant [[Per Denez]], ar gelaouenn sevenadurel ''[[Kened (kelaouenn)|Kened]]'', a voe kendeuzet buan goude gant ''[[Tír na nÓg (kelaouenn)|Tír na nÓg]]'' ha gant ''[[Al Liamm]]''.
Implijer dizanv