Sadko : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
E 1873 e oa aet Ilya Repin da veajiñ en Europa. Tu a oa dezhañ da welout diskouezadeg an impresionourien e Pariz e 1874. N'en doe ket komprenet hentenn nevez al livouriezh hag e lavare e oa dedennus an tektik met goullo ar ster. "Sadko" a oa e respont d'al livourien c'hall.
 
Dont a ra titl an oberenn eus ur vojenn rus, [[bylina|"bylina"]] e rusianeg, anvet [["Sadko".]] Ur beajour-kenwerzh eus Novgorod, Sadko, a oa kouezhet er mor hag a oaha degemeret mat gant tsar ar mor. A-benn un nebeud amzer en doa kinniget da Sadko dibab ur plac'h koant ha dimeziñ ganti. Hag an darvoud-mañ a oa dibabet gant al livour. Hervez Ilya Repin e oa pep koantenn ur plac'h eus ur vro estren, ha pep hini anezho a dalveze ur vro pe ur bobl - Bro-Indez, broioù all Europa hag all. Pep hini anezho a zo gwisket brav, met ur plac'h rus dereat a chom pell diouzh an holl a vo dibabet gant Sadko.
 
A-raok tresañ goueled ar mor en doa kavet atlasoù ar mor ha treset kalz loened ha struzh mor e [[Normandi|Normandi.]]
 
[[Rummad: Livadurioù Ilya Repin]]