Elorn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Paotr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Kanet eo un ton hengounel anvet [[An Elorn]] evit dañsal an [[Dañs Leon]].

==Kanaouenn diwar-benn an Elorn (dañs Leon)==
===Liammoù diavaez===
An hini n'eus c'hoant da weled ar c'haerañ stêr zo er bed

E kreiz tre Kerne ha Leon e vo dav dezan monet

E Kommana n'eun draoniennig e-kreiz geot glaz eur foenneg

Euz eur feuntenig disafar ur gouerig zo redeg

Dre Sizun ya da Blouziri evid ober eun droïg

Hag eno deu da ledanaat ar warienn binvidig

Treuzi a ra Landivizio e kreiz bro ar c'halvarioù

Ha rei ra d'ar c'hezeg brudet geot druz e leiz ar pradoù

Goude n'eun draonienn dudius tre ar gwez hag ar bleuniou

Redeg 'ra an dour goustadig euz a gleiz hag a zehou

Gweled a ra iliz Pont C'hrist ha kastell ar Roc'h Morvan

Lec'h n'eus kemeret e anv euz Elorn oa Prins aman

Diskenn a ra e Landerne dindan ur pont koz iskiz

Dougen a ra betek eno bagou tre an div iliz

Diwar ar c'hostez ar c'herne, Loperhet ha Dirinon

E sell piz demeus Guipavaz ha deus ar Forest Leon

Ar Kerhoriz a oa gwechall, plije dezo an houlennou

Hag a veve war stêr Elorn, o loja e-bazh o bagou

E Plougastell man ar Pont braz, e-lec'h ma echu ar stêr

Ar c'herne ro'n dorn da Leon euz a bep tu d'ar richer

Goude n'Elorn a gouez e Brest en eur vorlenn heb henvel

O kemmeska dour douar Breiz gand dour ar Mor Atlantel

Ar stêr Elorn, ya Bretoned, zo stêr an unvaniez

Unani ra diou vro rannet, ha rei ra dezo ar vuhez.

===Liammoù diavaez===
* [http://aappmaelorn.chez-alice.fr/l'elorn.htm An Elorn]