Visby : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Toennoù Visby '''Visby''' (distaget [{{IPA|ˈviːspʏ|}}] e svedeg) zo ur gêr eus Sveden, en enez Gotland. E..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 24 Gou 2015 da 10:24

Visby (distaget [ˈviːspʏ] e svedeg) zo ur gêr eus Sveden, en enez Gotland. E 2012 e oa 23 576 a dud o chom enni.[1] Kêr vrasañ an enezenn eo. Sez un eskopti eo ivez.

Toennoù Visby

Ur gêr gozh eo Visby, ha miret-mat eo bet he ziez a wechall, en amzer ma oa ur porzh eus an Hansa. Abaoe 1995 emañ Visby war roll lec’hiennoù glad ar bed, gant an UNESCO.[2] E-touez an aspadennoù eus an amzer dremenet e c’haller menegiñ ar mogerioù kozh, 3,4 km hed dezho, ha meur a iliz ivez.

Dont a ra touristed a-leizh da Visby e-pad an hañv, tud eus Sveden hag eus broioù all Skandinavia dreist-holl. Gallout a reer mont di gant kirri-nij pe gant bigi-treizh eus an douar-bras. Ur skol-veur zo, hag a zo staget ouzh skol-veur Uppsala abaoe 2013.

  1. [ http://www.gotland.se/64224 Gotland i Siffror]
  2. [ http://whc.unesco.org/en/list/731 Hanseatic town of Visby] (en) (fr)