Sveden : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|af}} (3), {{Link GA|ar}} (5) using AWB (10902)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 99:
== Douaroniezh ==
[[Restr:Sweden.jpg|thumb|Kartenn Sveden]]
Un [[hinad kerreizh]] a ren e Sveden, dre vras, nemet en hanternoz pellañ e ren un hinad isarktikel. Er c’hreisteiz e kaver [[gwez]] dezho [[delienn|delioù]] dibad hag en hanternoz [[avalpineg]]ed evel ar [[pruñs]] ha gwez-[[bezv]]. En hanternoz da [[kelc’h pennahelKelc'h Arktika|gelc’h pennahel Arktika]] ned a ket an heol da guzh e-pad ul lodenn eus an [[hañv]] ha gwelout a reer [[heol hanternoz]] ; e-pad ar [[goañv]], er c’hontrol, e vez noz e-pad meur a sizhun pa chom kuzh an heol e-pad ur pennad hir pe hiroc’h diouzh al [[ledred]].
Er c’hornôg ez eus un [[aradennad venezioù]] a ra an harzoù etre Sveden ha [[Norvegia]].
Er mervent, eus tu [[Mor an Hanternoz]], e vez klouaroc’h an amzer abalamour ma erru [[levezon]] ar [[Gulf Stream]] betek eno. En enep eo yenoc’h aodoù ar reter, eus tu ar [[Mor Baltel]] ha [[skorn]]et e vez an dour a-wechoù e-pad ar goañv.
 
[[Stockholm]] eo ar [[kêr-benn|gêr-benn]]. E-touez ar [[kêr|c’hêrioù]] bras all e c’heller menegiñ [[Göteborg]] (brasañ [[porzh (evit al listribagoù)|porzh]] ar vro), [[Malmö]] hag [[Uppsala]] (a zo brudet he [[skol-veur]]).
 
[[Gotland]] hag [[Öland]] eo an div [[enez]]enn vrasañ e-touez [[inizi Sveden]].