Digeriñ al lañser pennañ

Kemmoù

2 okted ouzhpennet ,  4 bloaz zo
D
Da vare [[Oadvezh ar Maen]] (6000 kent J.K. – 4000 kent J.K.) e oa poblet Sveden gant tud a veve diwar chaseal [[loen]]ed ha kutuilh [[frouezh]]. Pobladoù [[Skandinavia]] a emdroas goustadik, o kregiñ gant [[Oadvezh an Houarn]] pa oa krog ar [[Henroma|Romaned]] da skrivañ.
 
Ar meneg kentañ eus Sveden er skridoù a gaver gant an [[istor]]our roman [[Tacitus]] er {{1añIañ kantved}} : skrivañ a ra hennezh e oa galloudus ar [[Suiones]], ur [[meuriad]] a oa o vevañ e kreiz ha reter ar vro, er [[Svealand]]. Dont a ra anv Sveden eus anv ar bobl-se. [[Kreisteiz]] ar vro a oa annezet gant [[Goted]] moarvat, er vro anvet [[Götaland]]. Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn ar mare-se, nemet ar pezh a zo chomet e [[saga]]où zo. E-barzh ar varzhoneg [[hensaozneg|hensaoznek]] hir ''[[Beowulf]]'' ez eus anv eus emgannoù etre ar ''Sweonas'' (''Suiones'') hag ar [[Goted|C’hoted]].
 
Da vare ar [[Vikinged]], en [[IXvet kantved|IXvet]] hag en [[Xvet kantved]], ez eas Vikinged eus Sveden war-zu ar reter, war-zu ar broioù a oa en tu all d’ar [[Mor Baltel]] ha [[Rusia]]. Dont a ra anv Rusia eus anv [[finneg|finnek]] ar Vikinged-se : ''Rus'' (''Ruotsi'' eo anv finnek Sveden hiziv an deiz c’hoazh). Mont a reas lod anezho, a-hed stêrioù Rusia, betek ar [[Mor Du]] ha pelloc’h c’hoazh, betek [[Kergustentin]] hag ar [[Mor Kreizdouar]]. Disheñvel e oa Vikinged Sveden diouzh o c’henseurted eus Norvegia ha Danmark pa ne oant ket troet kement gant ar brezelioù, met muioc’h gant ar c’henwerzh. Digoret o deus hentoù ar c'henwerzh a-dreuz ar broioù slav eus goueled ar Mor Baltel betek an [[impalaeriezh roman ar Reter|impalaeriezh vizantat]]. An alouberien svedat, anavezet dindan an anv a [[Vareged]], o deus savet [[priñselezh]]ioù evel hini [[KiivKyiv]].
 
[[Kristeniezh|Kristenaet]] e voe ar vro er [[XIIvet kantved]] : eskopti [[Uppsala]], da skouer, a voe krouet e [[1164]]. Gant kement-se e voe aesaet savidigezh ur [[stad]] stabil gant he c’hreiz war aod ar [[Mor Baltel]] : e [[1250]] e teuas rummad ar [[Folkung]] e penn ar vro ha staliañ a rejont o c’hêr-benn e [[Stockholm]]. Gant ar [[Bosenn Zu|Vosenn Zu]] e voe lakaet diaes ar vro, er [[XIVvet kantved]], evel ma c’hoarvezas gant ur bern broioù en Europa.
Daoust d’an diaesterioù-se e voe kreñvaet ar stad tamm-ha-tamm hag en em astenn a reas ar vro war-zu an hanternoz, [[Laponia]] hag ar rannvroioù a zo bremañ e [[Finland]]. Dont a reas Finland da vezañ ul lodenn eus Sveden e [[1362]] (ha betek [[1809]]).
 
E [[1389]], [[Norvegia]], [[Danmark]] ha Sveden a voe unanet dindan ur roue hepken, en [[UnaniezhUnvaniezh Kalmar]]. E-pad ar [[XVvet kantved]] e stourmas Svediz a-enep ar c’hreizennañ dindan aotrouniezh ar roue danat. Goude meur a vrezel e voe kuitaet Unaniezh Kalmar gant Sveden, e [[1521]], pa embannas Gustav Eriksson Vasa, anavezetoc’h dindan an anv [[Gustav IIañ Vasa|Gustav I{{añ}} a Sveden]], e oa distag Sveden adarre.
 
Ober a reer''Tad ar Vro'' eus Gustav I{{añ}}. Dindan e ren e voe degemeret an [[Disivoud]] gant Sveden ha dilezet ar [[Katoligiezh|Gatoligiezh]]. Sevel a reas ur parlamant (ar ''[[Riksdag]]''), a oa ennañ dileuridi eus ar vourc’hizien.
Goude [[Brezelioù Napoleon]], Danmark a rankas lezel [[Norvegia]] gant Sveden ([[Emglev Kiel]] e [[1814]]). D’ar mare-se e klaskas Norvegia bezañ dizalc’h ha brezel a voe etre Sveden ha Norvegia e [[1814]]. Un emglev a voe kavet, da unaniñ an div vro, pep hini gant he farlamant, dindan aotrouniezh roue Sveden. Padout a reas an emglev-se betek [[1905]]. Ar brezel a-enep Norvegia ne badas nemet pemzektez hag ar brezel diwezhañ eo a vefe bet graet gant Sveden. Abaoe he deus bevet 200 vloaz a beoc’h.
 
En [[XIXvet kantved]] e kreskas kalzik ar boblañs, abalamour d’ar peoc’h-se, ha rankout a reas kalz tud divroañ da-heul da c’hounit o buhez, o vont d’ar [[Stadoù Unanet]] dreist-holl. Gant an [[Dispac’hDispac'h greantel]] ez eas muioc’h-mui a dud da chom er c’hêrioù ha da labourat er greanterezh. Diwar se e kreskas un emsav sindikalour kreñv ha, goude, ur strollad sokial-demokrat ken kreñv all.
 
Dont a reas Sveden a-benn da chom neptu e-pad ar [[Brezel bed kentañ]] hag an [[Eil brezel bed]], war-bouez ar skoazell a voe roet da [[Finland]] d’en em zifenn a-enep an [[Unaniezh Soviedel]] e [[1939]] ha [[1940]]. Goude an Eil brezel bed e talc’has Sveden da ren ur politikerezh neptu e-keñver ar bloc’hadoù bras, betek hiziv. E [[1995]] e teuas da vezañ ezel eus [[Unaniezh Europa]], met nac’het he deus degemer an [[euro]] da voneiz.
66 990

modifications