Loís Alibèrt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Loís Alibèrt''' (Bram, 12 a viz Here 1884 - Montpelhièr, 16 a viz Ebrel 1959) a oa ur yezhoniour hag ur geriadurour okitanek. Ganet e vo..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Loís Alibèrt''' ([[Bram]], [[12 a viz Here]] [[1884]] - [[Montpelhièr]], [[16 a viz Ebrel]] [[1959]]) a oa ur yezhoniour hag ur geriadurour [[okitanek]].
 
Ganet e voe en ur familh peizanted hag a oa an okitaneg o yezh pemdeziek. Goude studioù apotikerezh e labouras evel apotiker e [[Montreal (Aude)|Montreal]], en [[Aude (departamant)|Aude]] . Goude ar [[Brezel-bed Kentañ]] e krogas da labourat da vat war an okitaneg skrivet. Ezel e voe eus ar [[Felibrige]] ha sevel a reas skridoù evit ar gelaouenn ''La TèrroTerro d'Oc''. E dibenn ar bloavezhioù 1920, dindan levezon an daou Okitan [[Prospèr Estieu]] hag [[Antonin Perbòsc]] hag ar C’hatalan [[Pompeu Fabra]], e stagas da gempenn doare-skrivañ an okitaneg, diwar skouer skridoù eus ar Grennamzer. Unan eus saverien ar [[Societat d'Estudis Occitans]] e voe, e 1930. Dont a reas ul levr yezhadur er-maez gantañ, anvet ''Gramatica occitana segón los parlars lengadocians'', embannet e [[Barcelona]], gant skoazell Katalaned, e 1935-1937.<ref>[http://books.google.cat/books?id=m208rbHSlNoC&pg=PA74&dq=%22Gramatica+occitana%22+Carbonell&hl=ca&ei=uuA7TpmZM5C88gO5ruzzAg&sa=X&oi=book_result&ct=result&resnum=1&ved=0CCsQ6AEwAA#v=onepage&q=%22Gramatica%20occitana%22%20&f=false Manuel Alquézar, ''La correspondència entre Loïs Alibert i Josep Carbonell i Gener'' (1992)]</ref> El levr-se e tiazeze reolennoù an doare-skrivañ anvet « klasel » hag a vez implijet bremañ gant an darn vrasañ eus an dud a skriv okitaneg.
 
E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e savas a-du Alibèrt gant renad ar marichal [[Philippe Pétain|Pétain]]. E 1946 e voe barnet ha kondaonet, asambles gant e wreg, evit "atteinte à la sûreté de l'Etat" <ref name=brun>[http://www.jfbrun.eu/lengadoc/alibert.htm Biografia per Joan Frederic Brun]</ref>. Dont a reas e-maez an toull-bac’h e 1951. Abalamour d’ar gondaonidigezh-se ne gemeras ket nemeur a berzh en emsav okitanek goude ar brezel nag e krouidigezh an [[Institut d’Estudis Occitans]] (IEO) e 1945, daoust ma voe degemeret an doare-skrivañ diazezet en e yezhadur gant an aozadur-se.<ref>Gantañ e voe savet al levrig embannet gant an IEO e 1950 ''La réforme linguistique occitane et l'enseignement de la langue d'oc'', hag a zispleg reolennoù an doare-skrivañ klasel.</ref> Labourat a reas evit lakaat an doare-skrivañ klasel da glotañ ouzh perzhioù dibar ar [[gwaskoneg]]. <ref>Louis Alibert, Pierre Bec, Jean Bouzet, L’application de la réforme linguistique occitane au gascon, Toulouse, Institut d'Estudis Occitans, 1952</ref> Goude-se e labouras war ur [[geriadur]] okitaneg-galleg ha ne voe embannet nemet goude e varv, e 1965, dre aked [[Robèrt Lafont]], Raymond Chabbert ha [[Pèire Bèc]].<ref>[http://catalogue.bnf.fr/servlet/RechercheEquation?TexteCollection=HGARSTUVWXYZ1DIECBMJNQLOKP&TexteTypeDoc=DESNFPIBTMCJOV&Equation=IDP%3Dcb32900905d&FormatAffichage=0&host=catalogue BNF – Notice bibliographique]</ref>