Roazhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 375:
 
Abaoe deroù an {{XXvet kantved}} ha savidigezh ar gador geltiek e [[skol-veur Roazhon]] ez eus diorroet ur vuhez vrezhonek virvidik e Roazhon. Meur a zen brudet eus an [[Emsav]] zo bet o vevañ er gêr-se, evel [[Frañsez Jaffrennou|Taldir Jafrennoù]] en deus tremenet eno an dezenn gentañ e brezhoneg, [[Pêr-Jakez Heliaz|Per Jakez Elias]], [[Per Denez]], bet e penn ar gevrenn geltiek e-pad-pell, [[Roparz Hemon]], pe [[Lena Louarn]], e-touez ur bern re all. Talvezet he deus ar skol-veur da vodañ en-dro dezhi studierien yaouank kar-o-yezh ha kar-o-bro. Meur a intrudu talvoudus-kaer evit hor yezh zo bet loc'het eus Roazhon evel ar gevredigezh [[Skol an Emsav]] e [[1969]], ar gelaouenn [[Yod-Kerc'h]] e [[1972]], pe ar gazetenn vrezhonek [[Bremañ]] e 1980. Bet eo Roazhon sez meur a gevredigezh ha kalzik a gevredigezhioù breizhek o deus burevioù eno, evel [[Skol-Uhel ar Vro]] gwechall, [[Kuzul Sevenadurel Breizh]], [[Dastum]] pe [[Ofis Publik ar Brezhoneg]].
*Krouidigezh [[UGB]] e 1980.
 
== Tud brudet ==