Diforc'hioù etre adstummoù "Lenn (dour)"

D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
Koulskoude e kaver ledennadoù konkavel kazi hep dour enno hag a reer lennoù anezho. Da skouer : al [[Lenn Eyre]] en [[Aostralia]] e-lec'h ma ne vez ket a dour peurliesañ nemet pa gouezh glav puilh ur wech an amzer.<br />
Ul lenn a c'hell bezañ naturel, met a-wechoù e vezont krouet dre stankañ un [[dourredenn]] pe meur a hini. Savet e vezont evit produiñ tredan ([[energiezh dourdredanel]]), evit pourchas dour d'ar [[kêr|c'hêrioù]], evit an diduamant (neuial ha sportoù dour), hag all.<br />
En tu-hont da 60% eus lennoù ar bed a vez kavet e [[Kanada|Bro-Ganada]], met graet e vez ''Bro ar Mil lenn'' eus [[Finland]], ha pelloc'h c'hoazh ar [[Stad]] amerikan [[Minnesota]] a vez graet ''Bro an Dek mil lenn'' anezhi. Abeg ar c'hementad bras a lennoù e Kanada a vez displeget dre ur [[sistem dizouradur]] diaezhennet. [[Lennoù Meur]] [[Norzhamerika]] a zo bet krouet gant [[skorneg|skornegoù]] divent [[Oadvezh ar Skorn]].
 
* Al [[limnologiezh]] eo ar [[skiant]] a bled gant al lennoù.
70 804

modifications