Franz Alfred Schilder : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
pajenn kroget ganti (chom a ra da skeudenniñ)
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 14 Eos 2015 da 16:50

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur malakologour, ur bevoniour, un taksonomour hag ur c'helenner war ar blotviled hag ar geographiezh, alaman eus orin bro Aostria e oa Dr. Franz Alfred Schilder, Franz Xaver Alfred Johann Schilder eus e anv leun, ganet e Královské Vinohrady, (Gwinieg roueel alamagn), e Prag Tchekia an deiz a hiziv, d'an 13 a viz Ebrel 1896 ha marvet e Halle (Saale) d'an 11 a viz Eost 1970.

Buhez

Dedennet eo bet abred gant an natur Franz Alfred Schilder hag en doa embannet e bennad kentañ da 14 bloaz diwar ur spesad c'hwiled ar Cicindellidae en der Deutschen Entomologischen Zeitschrif(de), ur gazetenn aleman diwar an amprevaned. Kroget en doa da studiañ Medisinerezh er skol-veur Wien a-raok mont da vrezeliñ e 1914. Distreiñ a rae goude ar brezel e 1918 e Wien da studiañ skiantoù an natur. Tremen a rae e doktorelezh war an uskerentiad Cypraeacea a zo ennañ ar c'herentadoù Cypraeidae hag Ovulidae. Kenderc'hel a rae adalek ar mare-se da labourat war meur a sujed e bevoniezh e-touesk anezho, an hoc'higed-mor, ar phyloxera, kleñved ar gwini.

Dimezet eo da V/Maria Hertrich (1898-1975) ha ganti e ya etre 1927 ha 1939 da veajiñ e meur a vro da studiañ hoc'higed-mor e mirdioù ha dastumadegoù prevez. Embann a rae pennadoù diwar e studioù ha a drugarez dezho e voe pedet da genderc'hel da labourta gant ar Royal Society eus Londrez.

An eil brezel bed a harz ouzh e studioù hag eskemmoù er maez eus Alamagn.

Adkregiñ a rae adalek 1950 da eskemm gant dastumadegerien ar vro a-bez.

Dont a rae da vezañ Kelenner a enor er skol-veur Martin Luther e Halle-Wittenberg eus 1945 betek 1968 pa kemere e leve.

Implijout a rae e leve evit labourat gant e wreg Maria war an hoc'higed-mor. Embann a raeont A catalogue of living and fossil cowries diwar kerentiadoù Triviidae, Ovulidae ha Cypraedae.[1]

Embannadennoù

Embannet en doa muioc'h eget 400 pennad.

Diskrivet en doa 45 genad nevez ha 483 spesad hag isspesad nevez.

Notennoù ha daveennoù

  1. A catalogue of living and fossil cowries: Taxonomy and bibliography of Triviacea and Cypraeacea, (Gastropeda Prosebranehia), Volumes 81 à 85, Institut royal des sciences naturelles de Belgique, r. Vautier, 31, 1971 - 246 pages

Liammoù diavaez