Franz Alfred Schilder : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
→‎Buhez: liamm krouet
Linenn 6:
Dedennet eo bet abred gant an natur Franz Alfred Schilder hag en doa embannet e bennad kentañ da 14 bloaz diwar ur spesad [[c'hwil]]ed e kerentiad ar [[Cicindelidae]] en ''der Deutschen Entomologischen Zeitschrif''{{de}}, ur gazetenn aleman diwar an [[amprevaned]]. Kroget en doa da studiañ [[Medisinerezh]] er skol-veur [[Vienna]] a-raok mont da vrezeliñ e 1914. Distreiñ a rae goude ar brezel e 1918 e Vienna da studiañ [[skiantoù an natur]]. Tremen a rae e doktorelezh war an [[uskerentiad]] [[Cypraeacea]] a zo ennañ ar c'herentadoù [[Cypraeidae]] hag [[Ovulidae]]. Kenderc'hel a rae adalek ar mare-se da labourat war meur a sujed e [[bevoniezh]] e-touesk anezho, an [[hoc'higed-mor]], ar [[phyloxera]], kleñved ar gwini.
 
Dimezet eo da [[Maria Schilder|V/Maria Hertrich]] (1898-1975) ha ganti e ya etre 1927 ha 1939 da veajiñ e meur a vro da studiañ [[hoc'higed-mor]] e [[mirdi]]où ha [[dastumadeg]]où prevez. Embann a rae pennadoù diwar e studioù ha a drugarez dezho e voe pedet da genderc'hel da labourta gant ar Royal Society eus [[Londrez]].
 
An eil brezel bed a harz ouzh e studioù hag eskemmoù er maez eus [[Alamagn]].