Odette du Puigaudeau : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D rzh
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Merc’h e oa d’ar [[poltredour|boltredourez]] [[Henriette Van den Broucke]] ha d’al livour [[Naoned|naonedat]] [[Ferdinand du Puigaudeau]], bet ganet en un tiegezh a [[paramantour|baramantourien]].
 
Desavet e voe Odette du Puigaudeau e [[Maner Kervaudu]] er [[Ar Groazig|Groazig]] a-raok mont da [[Pariz|Bariz]] e [[1920]] da studiañ ar morioù er [[Sorbonne]]. Goude he studi ez eas da [[tresour|dresourez]] er [[Collège de France]], da [[stilour|stilourez]] e [[Jeanne Lanvin|Ti Lanvin]] ha da [[kazetenner|gazetennerez]] war vigi-toneta eus Breizh.
 
E [[1934]] e veajas evit ar wech kentañ e [[Maouritania]] gant he mignonez, an [[arzour|arzourez]] [[Marion Sémones]]. A-neuze e c'houestlas he buhez da [[Sahara ar C'hornôg]] ha d’ar [[Morian|Vorianed]]. Mont a reas da gargadez a gefridi evit ministrerezhioù ha kevarzheoù gouiziek, da saverez abadennoù sevenadurel evit ar radio marokan, da [[teuliour|deuliourez]] evit ur [[ministrerezh]] ha da renerez burev ar [[ragistor]] e Mirdi an [[Hendraoù]] e [[Rabat]].