Skingomz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 115 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q872 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Ar '''skingomz''' a zo bet ijinet e penn-kentañ an [[XXvet kantved]]. Hervez lod e oa ar [[mediaoù|media]] kentañ a oa gouest da dizhout an dud a-vilionoù.
 
Istor ar radio
 
Taolenn
<!--
 
ar mass media a vez lavaret (e [[saozneg]], media = medium el liester) e saozneg, ar "mediaoù a-yoc'h" marteze.
1 Diaraogerioù
-->
2 An implijoù kentañ
3 Ar TSF
4 An eil brezel bed
5 Ar bloavezhioù 1950
6 Ar skingomzer
7 Levrlennadur
 
Diaraogerioù
 
Kavadenn ar radio zo un oberenn stroll, he doa kroget gant dizoloadenn ar gwagennoù tredanwarellek, gant kavadenn ar pellskriver, hag a zegouezhas da grouiñ an ardivinkoù kentañ evit kehentiñ hep fun :
 
1841 : Samuel Morse a ijin ar pellskriver tredan. Krouet e voe ar c'hod « Morse » gant e skoazeller, Ernest Vail.
1866 : kemennet eo gant Mahlon Loomis eo deuet a-benn da aozañ an treuzkas kentañ hep fun e Virginia.
1883 : Krouet eo ar gorzenn c'houllo gant div elektrodenn pe diod gant Thomas Edison, hep dezhañ meizhañ an holl c'hounidoù pe implijoù posupl anezho, en o zouez, eeunañ ar red pebeilad. Muioc'h a briz a zoug Edison ouzh implij ar red untu evit ar goulaouiñ.
1886-1888 : Heinrich Rudolf Hertz a lak ar gwagennoù skingomz war wel dre an arnod « Hertz ». En e enor e vo graet gwagennoù « hertzian » anezho.
1889 : Krouet eo ur ganer frekañsoù uhel gant Tesla (15KHz) ; e 1893 e lak ar c'hehentiñ kentañ dre skingomz e pleustr.
1890 : Branly a zizolo ar pennreolenn treuzkas dre skinoù ha peursevel a ra an dizoloer gwagennoù kizidik kentañ, an treuzkaser skinoù a dapo anv koheror Branly, en desped an ijinour. Orin ar ger «koheror» a zo saoz, ar verb «to cohere» a sinifi stagañ... rik evel a rae ar greun bleud houarn a oa staget an eil gant egile e-barzh an treuZkaser skinoù.
1891 ha 1893 : Tesla a enroll hag a vreoua ar sistem hep fun Tesla (radio pellskriver) ha kempenn a ra al lamp elektronek yen.
1893 : ar c'helenner Alexandre Popov deus Sant-Petersbourg, a zizolo penaenn ar stign a aotreo liammoù dre skingomz a bell. Diwezhatoc'h e tizolo hep teurel evezh outo efedoù ar songreskiñ hanter luc'heüs (war-dro 40 bloaz a raok kavadenn ar skingomzer)
 
1895 : Guglielmo Marconi a arnod al liammoù hertzian kentañ en ur genkiz e Griffone en Italia hag e verk ur bazenn arouezus eus ar skinbellskrivañ hep fun e Salvan (Valais) en Alpoù suisad, e-pad an hañv 1895.
 
1897 : Daoust da c'hGuglielmo Marconi bezañ bet anavezet da gentazñ evel kaver ar skingomz, ar pezh a vez kredet gant an darn vrasañ eus an dud hiziv c'hoazh, lezioù-barn Amerika o doa nullet brevedoù Marconi e 1943 ha prouet e oa bet e oa Tesla a oa kaver gwir ar skingomz.
 
Prouet eo bet gant Tesla ez eo ar sinaloù radio ur frekañs, he deus ezhomm ur c'haser hag ur paker. Tesla en doa disklêriet daou vreved e 1897, a oa bet nullet e 1904 en erbed da vMarconi.
1898 : D'an 3 a viz Eost, gant minist ar Meurvor, e kas al leutanant a vor Camille Tissot al liammoù skingomz oberiat gall kentañ war vor : 1 800 m etre ar Borda hag arouezva Porzh an Duged e Brest. Kendrec'het eo ar ministr gant labourioù Camille Tissot, a vo arc'hantaet.
e miz Here Eugène Ducretet a ra ar liammañ pellskriver hertzian kentañ etre an tour Eiffel hag ar Pantheon Paris, pevar c'hilometr pell an eil diouzh egile.
D'an 8 a viz Du, e Madison Square Garden, Tesla a ginnig patrom ar vag pellurzhiet.
1900: e Frañs, ar c'habiten Gustave Ferrié a sav un dinoer elektrolitek. Kizidikoc'h eo eget treuzkaser skinoù Branly, gantañ e c'haller selaou ar c'hemennadoù pellskriver gant un tokarn.
1901 : Marconi a a gas da benn ar c'hehentiñ treuzatlantel kentañ etre an Douar-Nevez ha Kerneveur.
1906 : kasadenn gentañ ar vouezh dre ar skingomz a ya de benn vat, er Stadoù-Unanet, gant Reginald Fessenden da noz Nedeleg.
D'an 30 a viz Eost 1906 : Greenleaf Whittier Pickard a zisklêr ur breved a vo kadarnaet d'an 20 a viz Du 1965 evit un dizoloer strink simploc'h eget dizoloer Gustave Ferrié. Goude gant Dunwoody, Pickard a ijin ar post galen, gantañ e vo savet ar postoù kentañ evit ar skingomz.
1907 : An Amerikan Lee De Forest a ijin al lamp amplaat kentañ gant katod tomm (triod) e vo loc'h diwarni holl embregerezh ar skin-elektronek.
 
An implijoù kentañ
 
Arnod skingom e skol-veur New-York e 1918
 
1899 :
al letanant a vor Camille Tissot a akipa ar Morlu broadel gant an THF (Treuzkas Hep Fun). Goude savlec'h Eusa a ra treuzkasoù hep fun gant Morlu broadel Brest.
An arload heverk kentañ gant ar pellskriverehz hep fun eo ar diogel meurvor. E penn-kentan an XXvet kantvet, ar mordreizherioù a vez akipet gant teknik ar skinbellskriverezh.
Adalek 1904 :
savlec'h THF Eusa, gant an igorell FFU, a gas liammoù dre skinbellskriverezh war hirder gwagenn a 600 metr gant ul lestraz a 80 mordreizher.
A liamm kenwerzhel treuzatlantel kentañ a ya endro e 1907 etre Iwerzhon hag an Douar-Nevez.
 
Daou beñse brudet o deus diskouezet efedusted ar skingomz.
E 1909, 920 treizhad zo saveteet e-pad ar stokad République-Florida a drugarez d'an THF.
An Titanic a implij evit ar wezh kentañ ar c'hod SOS e 1912, 700 treizhiad a zo saveteet gant ar vag Carpathia.
War-dro 1913, ar bandennoù radio kentañ rannet etre servijoù a zeu war wel.
Goude ar brezel bed kentañ, e 1918, an embregerezh Telefunken he deus krouet eur skourr anvet Transradio, a verko an istor dre ziorren an treuzkas daouduek, e 1919.
Savet he deus ur savlec'h bras e Batavia, a ya en dro gant ur galloudegezh bihan.
 
« An Ajañs kazetenniñ Treuzmeurvor » hag « Europa Radio » an Alamaned a implij ar memes teknologiezh. Er Stadoù Unanet, e vo roet lañs d'an « Transradio Press Service » gant Herbert Moore, staliet e New York. E Bro-C'hall, « kompagnunezh hollek an THF » a gemer perzh e-barzh « Transradio Arc'hantina », a gorvoe ar c'hehentiñ dre skingomz etrebroadel.
 
E 1920, ar programmoù skingomz pemdeziek kentañ a grog e Bro-Saoz (embregerezh Marconi), er Stadoù Unanet e Washington, D.C. (KDKA), e Pittsburgh, e giz en URSS.
 
E miz kerzu 1921 skingomz an Tour Eiffel a skign ar sonadeg kentañ gant ur skigner 900 W a hirder gwagennoù 2650m. Roet eo lañs d'ar BBC e 1922.
 
E miz here 1922, embregerezh gall ar skingomz tredan a zo roet an aotre dezhi da gas da benn, d'ul live arnodek, skignañ abadennoù skingomz pemdeziek.
 
Adalek ar 6 a viz Du 1922 e vez aozet sonadegoù Radiola a zo o vont da lakaat ur publik ledan da zizoleiñ ar skingas. Ar skingasadennoù Radiola a zo sevenet a-drugarez d'ur post skingomz-tredan gant al labouradeg S.F.R (Kevredigezh Gall ar Skinbellgomzer) e Levallois gant ur galloudegezh skingasadenn 2 gilowatt.
 
E 1925, ar radio a zo implijet evit ar wech gentañ evit ur c'houlzad evit an dilennadegoù gant Herbert Hoover.
 
E 1938, Orson Welles a skign un skingasadenn radio-gwirvoud diwar-benn un argad gant meurzidi, ken gwirheñvel e tiskenn ar selaouerien bennfollet er straed.
 
An eil brezel bed
 
E pad an eil brezel bed, labourvaoù ar vellerien a barfet un implij nevez :
Ar radar diorret gant an Alamaned, ar Saozon hag an Amerikaned, n'en deus ket bed amzer da gemenn an argad nij : argad Pearl Harbor.
 
Istor ar radar
 
Ar skinmerdeiñ, gant ar goniometr emgefreek e stern kroaziet, al LORAN, ar C'HONSOL, hag an DECCA.
Ar skinbrellañ, lakaet e pleustr en eur mod sistematek war Skingomz Londrez
Ar rinegañ gant ar rineger brudet Enigma lestrsplujerien alamanek.
An Talkie-walkie a servij d'ober liammoù skingomzabell o vont war droad.
 
Miliadoù a skingasoù-dastumer hezouk a ave gweturioù, kirri-nij ha batimantoù gourc'hemenn. Ar gudenn boueta e 12V ha 24V a zo diskoulmet dre an amdroer-dro "dynamotor" pe gant amdroerioù daskrenañ ha treuzfurmerioù.
 
Ar skingomz a servijout d'ober propanda, evel skingomz ar Reich, GroBdeutscher Rundfunk, padal e vez selaouet ar BBC e-pad ar c'heulfe, hag a dreuzkas war ar skingomz Londrez keleier riginet davet ar Resitañs.
Daou lugan a zo skignet dre ar BBC :
« Radio Pariz a lavar gaou, Radio Pariz a lavar gaou, Radio Pariz zo Alaman. » gant Pierre Dac.
« Aman Londrez ar c'hallaoued gomz d'ar c'hallaoued... »
ha « galv an 18 a viz Mezheven 1940 » gwall vrudet,gant ar Jeneral De Gaulle a lako ar skingomz da vezañ brudet en istor.
 
Ar bloavezhioù 1950
 
Radio 1950
 
P'emañ gouest ar garourien skingomz da vezañ aveet gant miliadoù a gaserien hag a bakerien diglaset gant al lu, e-barzh an « dreistadoù », er « fug » en Alamagn hag e « command set » amerikan, diorren ar skingomz evit ur publik ledan a ya war-raok hag ar paker evit an holl a vez skoueriekaet.
 
Ur paker «  pep gwagenn » o c'holeiñ GB (Gwagennoù Bras), Gb (Gwagennoù bihan), Gbe (Gwagennoù berr) a vez e-barzh an holl diegezhioù. Ur gourheterodin eo, gant 5 pe 6 korzenn a stern reterabl diabarzh, un drobarzhell moned « pick-up » evit selaou an ervennigoù kentañ, ul lagad hud evit reizhañ fin ar frekañsoù, un dremm gant spilhenn ha sifelenn o ren ur fetisaer argemmenn klotaat, un talbenn gwiad ha koad gwerniset. An dremm a verk anv ar chadennoù evel Radio Pariz, Pariz Inter, BBC, Radio-Luxembourg, etc pa vez diskouezh ar chadenn rakdibabet gant ar spilhenn.
Ar pakerioù « pep red » hep treuzfurmer, zo skañvoc'h hag, a-drugarez d'ur re gorzennoù arbennik gant neudennoù a-steud dreist-holl, zo kat da vezañ bouetaet gant ur red 110 V untu. Karterioù zo e Pariz o deus c'hoazh tredan gant ur red untu e 1950.
An tuellennoù munut a eillec'h an tuellennoù oktal, ar skingomzoù-karr zo krouet, gant un eñvoriñ ardivinkel eus ar chadennoù.
Ar skingomzer hiniennel (transistor)
Unan eus ar skingomzerioù hiniennel kentañ e 1959
Ar skingomzer kentañ gant transistor er bloavezhioù 1960, a vo anvet « transistor » gant an dud buan-tre, a ro tu da selaou ar skingomz e pep lec'h, war al lec'h vakañsiñ, er straed, war an aod, er surboum, n'eo ket mui ar skingomz un ardiving tiegezh met unan hiniennel.
Er bed micherel, an transistor a erlec'h an tuellennoù tamm-ha-tamm, ha da c'houde e vo posupl ober gant an amred enframmet, fiñvaüs, etc... Istor ar skingomz a zeu da vezañ hini skingomz arnevez.
Levrlennadur
25 blizenn d'an T.S.F, kevredigezh Frañs skingomz-dredan, Pariz 1935
Jean François Remonté, an blizenn skingomz, L'arpenteur 1989
Yves Fournier ha Freddy Gardiol, Marconi ha Salvan : da c'houlou-deiz d'an pellarouezierezh hep fun, dor-pluenn, Ayer 2009
Marc Devirnoy, « An gwagenn deus an skouflad » Memor stroll embannadur
==Pennadoù kar==
[[Skingomz vrezhonek]]