Baghdad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|ar}} using AWB (10902)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
Kêr-benn [[Irak]] eo '''Baghdad''' (en [[arabeg]]: بغداد ''Baġdād'' diwar ar [[perseg]]: بغداد "Roet gant Doue") ar gêr vrasañ er vro-se. Tremen pemp milion a dud a oa o chom enni e 2003 hag unan eus kêrioù pobletañ ar [[Reter nesañ]] eo, goude [[Kaero]], [[Teheran]] hag [[Istanbul]]. War ribl ar stêr [[Tigris]] emañ.
 
Savet e voe e [[762]] gant ar [[kalif|c’halif]] [[Al-Mansur]] (''an Trec'hour''), war rivinoù [[BabilonaBabilon]] gozh. Er bloavezh [[1258]] e c'hoarvezas [[Emgann Baghdad (1258)|Emgann Baghdad]] pa voe distrujet kêr gant ar [[Mongoled|Vongoled]] ha lazhet kalif diwezhañ Baghdad. E [[1401]] e voe distrujet kêr un eil gwech gant Mongoled hag e [[1534]] e voe aloubet Baghdad gant an Durked. Dindan dalc’h an [[Impalaeriezh otoman]] e chomas betek [[1917]]. Er bloavezh [[1920]] e teuas Baghdad da vezañ kêr-benn [[Irak]], a oa e dalc’h [[Breizh-Veur]] da neuze. E-pad [[Eil brezel ar pleg-mor arab-ha-pers]] e voe bombezet ha distrujet kalzik gant arme ar [[Stadoù Unanet]].
 
== Liammoù diavaez ==