Mekanik dre vurezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Steam engine in action.gif|thumb|400px|Mekanik dre vurezh]]
Un ijinadenn eo ar '''mekanik dre vurezh'''; an araokadennoù bennañ diwar e benn a zo bet graet en [[XVIIIvet kantved]]. Ur c'heflusker termek eo lec'h ma c'hoarvez an devadur en diabarzh: Treuzfurmiñ a ra energiezh termek ar vurezh (dour e stumm gaz), pourvezet gant ur gaoter, e energiezh mekanik. Ur pouez bras en deus bet ar vekanik e-kerzh an [[Dispac'h greantel]], ar vammenn energiezh gentañ a orin vekanik e voe savapl ha mestroniapl gant Mab-den (en enep da energiezh an dour, al lanv pe c'hoazh an avel hag o deus ezhomm lec'hioù spesius ha n'eus ket tu d'o implij p'en devezer c'hoant). En [[XXvet kantved]] eo bet distroadet gant an droellrodoù (''turbin''), ar c'heflusker tredan hag ar c'heflusker dre darzhañ.
 
== Istor ==
 
Al labourioù kentañ diwar ar vurezh hag he implij a voe graet da vare an [[henamzer]]. Savet e voe gant Heron a Aleksandri er [[Iañ kantved]] an Eolipil, gwelet 'vel ur c'hoariel abalamour d'e c'halloudezh gwan, padal ur gwir keflusker dre vurezh e oa.
 
Ret e voe gortoz ar [[XVIIvet kantved]] evit ma teufe en dro ar menoz da implij galloudezh ar vurezh. E [[1601]], [[Giovanni Battista della Porta]], hag e [[1615]] [[Salomon de Caus]] a ziskriv ur pomp gouest da skarzhañ an dour diouzh ur besel. E [[1629]] e sil Giovanni Branea menoz milinoù o vont en-dro gant ar vurezh, ar bloavezh da heul e tap David Ramseye ur brevet evit ur pomp o vont en-dro gant tan. Gellaat a ra e [[1629]] Edward Somerset raktres Caus dre bourveziñ ar gambr vurezh gant un distaner, sevel a ra ur skouerenn vras, hogen, mervel a ra a-raok m'en defe gellet lakaat e pleustr e ijinadenn.