Sorbonne : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummad
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
Dont a ra e anv eus e ziazezer [[Robert de Sorbon]] a fellas dezhañ krouiñ ur skol teologiezh evit ar studierien baour etre [[1253]] ha [[1257]]. Adalek 1554 e teuas da vezañ annez ar Skol-veur a deologiezh a voe anvet neuze "Sorbonne".
Sevel a reas enep ar Jezuisted er XVIvet kantved, kondaoniñ a reas ar Jañsenisted er XVIIvet kantved rak lez-varn Iliz an aotreerezh e oa. Adsavet eo bet war c'houlenn [[Armand Jean du Plessis de Richelieu|Richelieu]] diwar tresoù gant Lemercier. Bez ar [[kardinal|c'hardinal]] gant Girardon (1694) a gaver er chapel bet savet etre [[1635]] ha [[1653]].
 
Ar savadurioù evit rannoù ar skol-veur a zo bet kresket ha nevesaet etre [[1885]] ha [[1901]]. E-pad pell e talveze "Sorbonne" kement a Skol-veur Pariz.