Bro-Gerne : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
vioù-koukoug + klokaat
Linenn 2:
{{peurunvan}}
 
'''Kerne''', '''Bro-Gerne''' (pe '''Bro-Gernev''') a zo unan eus "broioù" ([[Eskopti|eskopti]]où kozh) [[Breizh]]. Goleiñ a ra (dre vras) an div drederenn eus Su [[Penn-ar-Bed]], un nebeud parrezioù eus ar [[Mor-Bihan]] (tro-dro da [[Gourin|C'hourin]]) hag un nebeud parrezioù all eus [[Aodoù-an-Arvor]] (adalek [[Rostrenenn]] betek ar [[Menezioù Arre]]). Kêrbenn ar [[Kontelezh|gontelezh kozh]] hag an eskopti a zo [[Kemper]]. Sellet e vez ouzh [[Brezhoneg Kerne|brezhoneg KErneKerne]] evel ouzh unan deuseus an teir [[rannyezh]] a ya d'ober ar c'h-[[KLT]] (nemet n'eo ket sklaer ha peder rannyezh vrezhonek zo evit gwir evel ma lavarer).
 
Kenorin eo an anv "Kerne(v)"-se gant hini [[Kerne-Veur]] : "Kernow". Un anv germanek a vefe; talvezout a rafe kement ha « korn an estrañjourion » dre ma oa ar c'hornad-se al lec'h e [[Breizh-Veur]] ma oa bet strishaet o zachenn d'ar Gelted kozh gant an alouberion [[Danmark|danat]] ha [[Friz|frizat]]. Kavout a reer an hevelep keal en anv '''welsh''' implijet e saozneg evit envel Kembreiz, pe en anv '''Gall''' implijet en hor yezh evit envel an alouberien frank hag ar pobloù na gomzent ket brezhoneg. Estren a dalvez an daou anv-se. Anv ar rannvro vreizhveuriek a zo bet roet en tu-mañ d'ar mor ivez, met n'ouzer ket perak eo bet daougementet lies a anvioù bro e Breizh-Veur hag e [[Galia]] (Domnonea, da skouer). E [[latin]] e vez graet gant "Cornugallia", pe a-wechoù "Cornubia".