Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 31:
=== Izelvroioù Nevez ===
[[Skeudenn:GezichtOpNieuwAmsterdam.jpg|thumb|250px|left|Nieuw Amsterdam e 1664.]]
'''Izelvroioù Nevez''' a voe graet eus an douaroù ergerzhet gant Izelvroiz er biz d’ar pezh zo aet d’ober ar [[Stadoù Unanet]] diwezhatoc’h, war aod ar Meurvor Atlantel. Trevadennet e voe an douaroù-se gant Kompagnunezh nederlandat Indez ar C’hornôg, en aber ar [[stêr Hudson]] da gentañ : [[Fort Nassau]] (1614, anvet diwezhatoc’h [[Fort Orange]]) el lec’h m’emañ bremañ [[Albany, (New York)|Albany]], ha [[Nieuw Amsterdam]], savet e 1625 war enez [[Manhattan]]. An '''Izelvroioù Nevez''' a voe en o ec’honañ, pa voe staget trevadennoù Svediz outo ([[Fort Christina]] e 1655).
 
An '''Izelvroioù Nevez''' a yeas da get e 1674, goude an [[Trede Brezel etre Bro-Saoz hag an Izelvroioù]] : tremen a reas an trevadennoù nederlandat-se dindan yev ar gurunenn saoz ha ''Nieuw Amsterdam'' a voe lakaet ''[[New York]]''.
 
Hervez an emglev peoc’h skoulmet etre an div vro e oa echu ar brezel ha chom a rae pep kostezenn gant an trevadennoù a oa ac’hubet ganti. Ne voe eskemm ebet etre domanioù an eil hag eben. Miret e voe gant ar Saozon an drevadenn nevez-aloubet ganto, Nieuw Amsterdam gant traoñienn ar stêr Hudson, tra ma chomas gant an Izelvroioù an trevadennoù o doa e Gwiana nederlandat (Surinam hiziv) e Suamerika kerkoulz hag inizi bihan en Indez ar Reter ([[Maluku|Inizi ar Spisoù]]) ma veze kavet un temz prizius, ar [[muskadez]]. En amzer-hont e oa prizius-kenañ ar c’hraoñ-muskadez. Hag en inizi-se hepken e veze kavet ar gwezigoù a roe anezho. Laouen e oa an Izelvroiz o virout Inizi ar Spisoù eta ha ne oant ket chalet kement-se gant koll Nieuw Amsterdam.
 
==Okeania==
*[[Ginea-Nevez an Izelvroioù]], eus 1828/1895 betek 1961, war ar pezh a zo [[Papoua ar C'hornaoueg]] bremañ. Aloubet gant [[Indonezia]] e [[1961]].
 
=== Indez Nederlandat ar C'hornôg ===