Fañch an Uhel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 12:
Da neuze, mard eo ret bezañ [[broadelour]] a-benn ober gant un anv brezhonek, eo ret anzav e oa « Fañch an Uhel » unan eus ar vroadelourien-se.
 
all [[Ernest Renan]] da gaout ur yalc'had a-berzh-stad evit se.
==E vuhez==
Ganet e oa bet e maner Keramborn, a oa neuze e [[parrez]] [[Plouared]], p'emañ bremañ er [[Ar C'houerc'had|C'houerc'had]] (pe ''ar C'hozh-Varc'had''). E dad a oa François e anv hag e vamm a oa Rosalie Le Gac, labourerien-douar. E Keramborn e veze [[beilhadeg|beilhadegoù]] alies, rak honnezh e oa [[plijadur]] tud ar maezioù, dreist-holl e-pad nozvezhioù hir ar [[goañv]].
E skol ar bourk e reas anaoudegezh gant al [[livouriezh|livour]] [[Yan Dargent]], a oa da vezañ unan eus e fealañ mignoned.
 
Abalamour d'e [[eontr]] '''ar C'hwerv''' (''Le Huerou'') a oa [[kelenner]] war an Istor e [[Skolaj Roazhon|Skolaj Roueel Roazhon]] eo e c'hallas mont di d'ober e studi ha da dremen e [[bachelouriezh|vachelouriezh]].
Sur-mat e hiraezhe, da noz e sal-gousket ar skol, d'e Vro-Dreger ha da veilhadegoù Keramborn, hag e wiske anezho en ur vantell romantel.
 
Deuet e-maez ar skol e soñjas mont da vedisin war vor, hag evit-se eo ez eas da studiañ da Vrest. Dilezel a reas ar studi-se avat ha klask a reas mont da gelenner. E gwirionez e oa mestr-studi (evel tudenn al levrioù Le Petit Chose, Le Bachelier, pe David Copperfield) ha ne gave ket tamm labour stabil ebet.
E [[1858]] e kelenne e lise Naoned ha goude un nebeud mizioù e oa o labourat en ur [[burev]] e [[prefeti]] [[Roazhon]] ma reas anaoudegezh gant [[Adolphe Orain]], a vo folklorour Bro-Roazhon.
 
Goulenn a reas digant Ministrerezh an Deskadurezh bezañ anvet da glask war-lerc'h [[dornskrid|dornskridoù]] kozh dre Vreizh-Izel, ha sikouret e voe gant an Tregeriad all [[Ernest Renan]] da gaout ur yalc'had a-berzh-stad evit se.
Dont a eure a-benn da zastum evel-se un toullad mat a [[kontadenn|gontadennoù]], a [[kanaouenn|ganaouennoù]] hag a [[pezh-c'hoari|bezhioù-c’hoari]] kozh, ma c'hallas sevel ganto meur a levr.
Ar pep brasañ avat a voe dastumet e Treger ha [[Marc'harid Fulup]], eus [[Plûned]], eo an hini a zegasas dezhañ ar muiañ a zanvez.