Hebraeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
-breud hag a vije gwell war bajenn ar gaozeadenn ; vioù-koukoug
Linenn 17:
}}
 
Ur [[yezh semitek]] eus is-skourr ar [[yezhoù kananek]] eo an '''hebraeg'''<ref>Meneget en ur skouer eus [[Geriadur Istorel ar Brezhoneg]], tennet eus an [[Notennou diwar-benn ar Gelted koz]].</ref>, pe '''hebreeg'''<ref>Meneget en ur skouer eus [[Geriadur Istorel ar Brezhoneg]], tennet eus [[Aviel Sant Yann]], troet gant Klerg ha Maodez Glandour e 1954; meneget e-barzh [[Geriadur Vallée]] hag en ur skouer e [[Geriadur Istorel ar Brezhoneg]] a zo ur geriadur peurunvan; savet diwar [[Hebre]], anv ar bobl, anv hag a gaver e [[Geriadur Istorel ar Brezhoneg]] ha [[Geriadur Hemon-Huon]]; n'haller ket lavarout eta ne gaver ket ar stumm <q> hebreeg </q> e geriadur peurunvan ebet.</ref>, ''´Ivrith'' / עִבְרִית en hebreeg, komzet gant {{formatnum:7500000}} den en [[Israel]], [[Palestina]] ha dre ar bed a-bezh. War-dro {{formatnum:6000000}} eus e yezherien a zo [[Yuzevien|Yuzevion]] o chom en Israel. {{formatnum:700000}} bennak a b[[Palestina|Palestiniz]] en Israel ha Palestina a ra gantañ da eil yezh.
 
Skrivet e vez an hebraeg gant al [[lizherenneg hebraek]] (hag a vez implijet evit al lodenn vrasañ eus ar [[yezhoù yuzevek]] all ivez), met n'eo ket a orin hebraek e gwirionez rak amprestet eo bet digant an [[Yezhoù aramaek|aramaeg]] en [[Henamzer]].
 
An hebraeg hengounel a oa aet da get evel yezh komzet e [[Judea]] da c'houde [[emsav Bar Koc'hba]] ([[135]]-[[138]] goude JK). E [[Galilea]] en doa kemeret an aramaeg e blas war-dro [[200 kent JK]] dija. E-pad 1800 vloaz e veze implijet war an dachenn [[Relojion[Relijion|relijiel]] hepken.
 
En {{XXvet kantved}} ez eo bet lakaet an hebraeg da vevañ adarre a-drugarez da strivoù [[Eliezer Ben Yehouda]] (Eliezer Yitzc'hak Perelman, [[1858]]-[[1922]]) dreist-holl. Hiziv an deiz ez eo unan eus yezhoù ofisiel Stad [[Israel]]. Meur a [[yezhoù yuzevek|yezh yuzevek]] all a zo en arvar da vont da get abalamour da astenn an hebraeg.