Fañch an Uhel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 19:
Er bloaz war-lerc'h ec'h embannas al levrad kentañ a gontadennoù, ''Contes et Récits populaires des Bretons armoricains''.
 
'''ETIENNE LIS CECI : MR LE GAC IL EST PAS GENTIL!!
==Tabut [[Barzaz Breiz]]==
'''
E [[1872]] e oa e Kendalc'h an [[Association bretonne]] ([[Kevredigez Breiz]]) e [[Sant-Brieg]] hag eno e lennas ur skrid a damalle da [[Kervarker|Gervarker]], oberour Barzaz Breiz, bezañ embannet, tri bloaz ha tregont a-raok, kanoù ha n'en doa ket gallet klevout. Tabut a savas diwar-se, nac'het e voe embann e skrid gant Kevredigez Breiz, ma rankas an Uhel e embann e-unan.
Ouzhpenn kant vloaz e padas [[tabut Barzaz Breiz]].
En un dezenn e skrivas [[Francis Gourvil]] e [[1960]] e oa bet ijinet kanoù al levr. Diwezhatoc'h e skrivas [[Donatien Laurent]] e oa bet kemmet kalz ar c'hanoù gant Kervarker, nemet atav (war-bouez nebeut) en devoa labouret diwar ganoù dastumet pe adskrivet gantañ e-unan.
 
Eus [[1874]] da [[1880]] e labouras evel kelaouenner politikel er gelaouenn [[republikan]] l'[[Avenir de Morlaix]].
Goude e voe barner-a-beoc'h e [[Daoulaz]].
E [[1881]] e kavas labour stabil a-benn ar fin evel dihellour e ''Dihelldi Departamant Penn-ar-Bed'', e [[Kemper]]. Eno e reas anaoudegezh gant [[Anatol ar Braz]], a oa o kelenn el lise, hag a zeuas da vezañ diskibl dezhañ pa zastumas kontadennoù ivez, nemet ne embannas ket anezho en o yezh orin, hag a reas enklaskoù eveltañ diwar-benn ar [[c'hoariva brezhonek]] kozh.
Et OUI JAMY!!
 
==Nac'het kelenn brezhoneg==