Ardamezouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Stummoù ar skoedoù: Liammoù diabarzh.
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
[[Restr:Great coat of arms of Belgium.svg|thumb|250px|<center>Ardamezioù Belgia en o fezh</center>]]
Ur reizhiad arouezioù a zo stag ouzh an dud, an tiegezhioù hag ar galloudoù eo an '''ardamezouriezh'''.<br />
Ijinet eo bet en [[Europa (kevandir)|Europa]] war-dro an {{XIIvet kantved}} ha staliet mat e reolennoù er {{XVvet kantved}}. Implijet eo hiziv en un doare prevez pe ofisiel hervez ar broioù.<br />
War ar skoed-ardamez|skoedoù-ardamez e kaver an tresadennoù arouezel-se an aliesañ, hogen klinkadurioù a vez en-dro dezhañ a-wechoù : ur kurunenn|gurunenn hag ur gribenn a-us dezhañ, ur ger-ardamez dindanañ pe a-us dezhañ ivez, loened ouzh e gostezioù, hag ur vantell tro-dro dezhañ alies.<br />
Liesdoare eo stummoù ar skoedoù : ar re ront pe vegek o lodenn izelañ a zeu eus mare ar varc'heien er Krennamzer|Grennamzer pa veze implij pennañ an ardamezioù livet war ar skoedoù lakaat an emgannerien da vezañ anavezet pa oa kuzhet o dremm gant o tokarn|zokarn.