Leo Weisgerber : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
E dad a oa rener skol Sant-Visant e Metz e-lec'h ma krogas gant ar studi hag a veze graet en alamaneg en ur gêr a oa neuze en [[Impalaeriezh alaman]]. Mervel a reas e vamm pa oa pemp bloaz hag e dad pa oa pevarzek vloaz. Mont a reas da lise Metz. E [[1917]] ez eas da vrezeliñ da [[Flandrez]] evel [[soudard]]. Goude ar [[Brezel-bed kentañ]] ne c'hellas ket distreiñ d'e gêr c'henidik a oa deuet da vezañ gall. Mont a reas da skol-veur[[ Bonn]] d'ober e studioù. Sevel a reas e dezenn doktorelezh diwar-benn ar skridoù [[kembrag|kembraek]] a gont istor an haroz [[Peredur]].
 
[[Kelenner]] eo bet e Skol-Veur [[Rostock]] (1927-1938). Da neuze en doe bec'h gant ar pennadurezhioù nazi pa voe divizet ganto serriñ eno ur skol gatolik a oa e vugale enni. Gras a gavas o vont kuit eus Rostock da skol-veur [[Marburg]] (1938-1942). Goude-se ez eo en-dro da hini [[Bonn]] (1942-1946), da hini [[Tübingen]] (1946-1952) ha da hini [[München]] (1952-1967). War e leve ez eas e [[1967]].<br>. Goude trec'h an Nazied en Europa ez eas da ''Sonderfürher'' (penn arbennigour), ur [[grad]] e framm an [[NSDAP]] hag e voe karget eus renerezh [[Radio-Roazhon]] e [[1942]], da lavaret eo evezhiañ ur [[melestradur]] a oa ar[[ Wehrmacht]] o paeañ e c'hopridi evel pep aozadur mediaoù er broioù aloubet gantañ. Kredet e vez gant lod en deus pouezet evit ma vefe savet an emglev war [[peurunvan|doare-skrivañ ar brezhoneg e 1941]]. E penn ar bloaz 1944 e tistroas Leo Weisgerber da Skol-Veur Marburg hag eno e tegemeras [[Roparz Hemon]] e miz Here pa oa ar skrivagner o klask achap diouzh al luoù kevredet.
 
==[[Hollc'hermanegezh]] hag [[hollgeltiegouriezh]]==