Ardamezouriezh : diforc'h etre ar stummoù

17 810 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
Klokaat
(Kempenn hag astenn.)
(Klokaat)
{{LabourAChom}}
[[Restr:Hyghalmen Roll Late 1400s.jpg|thumb|250px|Ur bajenn eus roll [[Roll Hyghalmen|Hyghalmen]], un ardamezeg [[Germania|c'herman]] (1447-1455).]]
[[Restr:Great coat of arms of Belgium.svg|thumb|250px|Ardamezioù [[Belgia]] en o fezh]]
War ar skoed e kaver an tresadennoù arouezel-se an aliesañ, hogen klinkadurioù a vez en-dro dezhañ a-wechoù : ur [[kurunenn|gurunenn]] hag ur gribenn a-us dezhañ, ur ger-ardamez dindanañ pe a-us dezhañ ivez, loened ouzh e gostezioù, hag ur vantell tro-dro dezhañ alies.

Liesdoare eo stummoù ar skoedoù : ar re ront pe vegek o lodenn izelañ a zeu eus mare ar [[marc'heg|varc'heien]] er [[Krennamzer|Grennamzer]] pa veze implij pennañ an ardamezioù livet war ar skoedoù lakaat an emgannerien da vezañ anavezet, en abeg ma oa kuzhet o dremm gant o [[tokarn|zokarn]].

Un ''ardamezeg'' a reer eus un dastumad ardamezioù a denn d'an dachenn-mañ-tachenn : tiegezhioù Breizh, kêrioù [[Normandi]], kleuboù [[melldroad]] hag all.

"Dafar evit ur c'heriaoueg a'n ardamezouriezh" gant Yellen hag abEnnez eo al labour kentañ war an ardamezouriezh e brezhoneg a zo bet embannet, er gazetenn ''[[Gwenedour (kazetenn)|Gwenedour]]'' e [[1965]].<ref>''Gwenedour'' niv. 18-19, in 8, 40 pajenn.</ref>

== Istor an ardamezouriezh ==
[[Restr:Greek-Persian-2.jpg|thumb|left|220px|Ur brezelour henc'hresian
VvetPempvet kantved kent J.-K.]]
Kerkent hag ijinet ar skoedoù gant ar vrezelourien e voent kinklet ganto.

Da vare [[Henc'hres]] e voe treset [[doue]]ed pe loened war ar skoedoù ; ar [[Kelted|Gelted]] ivez a zouge arouezioù pa 'z aent d'an emgann, evit fromañ ha spontañ o enebourien.

Un doare c'hoari e oa kinklañ ar skoedoù europat en deroù ; buan avat ne voe mui tu da ziforc'hañ etre mignoned hag enebourien en abeg d'o zokarnioù, ha ne oa unwisk ebet en armeadoù c'hoazh. Ret-mat e voe neuze diskouez [[banniel]]où ha skoedoù dibar, a dalvezas da zisheñvelout ar c'hantadoù a dud a oa en emgannoù.
[[Restr:Banniel Breizh 1.0.svg|thumb|150px|Kentañ banniel Breizh]]
*Hervez an hengoun e voe ar Breizhad [[Alan IV]] (~[[~1060]]-[[1119]]) a savas banniel kentañ an Istor : ur groaz du war ur foñs gwenn<ref>Philippe Rault, ''Les drapeaux bretons, des origines à nos jours'', Coop Breizh, 2006, ISBN 978-2-84346-088-3.</ref> — ''en argant e groaz en sabel'' e yezh an ardamezouriezh neuze, evel ma vo gwelet amañ pelloc'h.

Tamm-ha-tamm e teuas an ardamezioù da vezañ pouezusoc'h-pouezusañ e buhez an dud, o sinadur e oant, ha tremenet e vezent a rumm da rumm, betek an deiz a hiziv e tiegezhioù kozh evel an tiegezh [[Ardamezouriezh kêrioù Breizh|Korle]] e Breizh ([[1293]]). Pelloc'h e voe savet skoedoù-ardamez evit kêrioù ha broioù.

Da arbennik-kenañ e troas an ardamezouriezh, gant he c'heriaoueg dibar deuet eus an [[arabeg]], ar [[brezhoneg]] kozh, ar [[galleg]] kozh, ar [[perseg]] hag ar [[rusianeg]] a-douez yezhoù all.
*''Kanus'' e oa an darn vrasañ eus skoedoù ar Grennamzer, da lavaret eo e tiskouezent ul lodenn eus anv an den a oa perc'henn warno : delioù [[Kelenn (gwez)|kelenn]] evit an tiegezh Kelenn, penn ur [[marc'h]] evit an tiegezh Penmarc'h, ul [[leon]] evit [[Bro-Leon]], hag all.

== ArStummoù ar skoedoù ==
Kant bro, kant giz , kement-se a dalvez ivez evit ar skoedoù. Setu amañ stummoù skoedoù hervez hengoun un nebeud broioù.
=== Stummoù ar skoedoù ===
<gallery perrow="4">
Restr:Allemand.png|[[Alamagn|Alaman]]
Restr:Forme de blason Demoiselle.png|Dimezell
</gallery>

== Tachennoù ar skoedoù ==
[[Restr:Skoed_melezour.png|thumb|Tachennoù ur skoed]]
Pep marc'heg ar Grennamzer a veze atav ambrouget gant un denjentil a raed "skoedour" anezhañ peogwir e touge tres skoed ar marc'heg war e vruched. Dre e gefridi e c'halle ar skoedour bezañ kannad ar marc'heg pa oa ezvezant hennezh.

=== Tachennoù ar skoedoù ===
Diwar tammoù korf ar skoedour gwelet a-dal, gant ar skoed war e vruched, e teu anvioù pemp tachenn bennañ ar skoed :
Pa zeskriver ur skoed e tiforc'her etre meur a zachenn warnañ :
*ar ''maezkab'' eo, ar foñsc'hab, liveta pereer get,eus m'emañal lodenn uhelañ (penn ar c'hinkladurioùskoedour) ;
*''kabkondon'', ar c'habhondon, a reer eus alar lodennc'hreiz (kalon ar uhelañskoedour) ;
*''kondonlez dehoù'', a reer eus tu kleiz ar c'hondon,skoed gwelet a-dal reer(kostez eusdehoù ar c'hreizskoedour) ;
*''lez kleiz'' a reer eus tu dehoù ar skoed gwelet a-dal (kostez kleiz ar skoedour) ;
*ar ''beg'' a reer eus an traoñ.
*ar ''beg'' a reer eus an traoñ (treid ar skoedour).
Ar ''maez'' eo foñs ar skoed, livet pe get, m'emañ ar c'hinkladurioù.

== Livioù ar skoedoù ==
Diwar [[koad|goad]] pe [[metal|vetal]] e veze fardet ar skoedoù gwechall ; livet e veze ar re goad, pe c'hoazh goloet gant [[feur]]ioù loened ; gant un doare [[prigwer]] e veze gwisket ar re vetal.

Un aspadenn eus an amzer-se zo hiziv c'hoazh, evel a weler pa seller ouzh an tri doare livioù a vez implijet en ardamezouriezh evit kinklañ ur skoed : ar ''feurioù'', ar ''metaloù'' hag ar ''prigwerennoù''.
*Ar ''feurioù'', da lavaret eo tresadennoù a dalvez da aroueziañ feurioù loened  nobl  ; ar feurioù pennañ eo :
:• feur [[gwiñver]] glas [[Rusia]], anvet ''brizh'' en ardamezouriezh, hag a zo aroueziet dre [[kloc'h|gleierigoù]] glas ha gwenn peurliesañ evit diskouez liv kein ha kof al loen ; ''brizheg'' a lavarer pa ne vez ket glas ha gwenn livioù ar feur-se ;
:• feur an [[erminig]], a weler war skoed [[Breizh]].
;Feurioù pennañ
<gallery>
Restr:Vair en pal.svg|Brizh
Restr:Blason ville fr Sainte-Hermine (Vendée).svg|Erminig
</gallery>
;Feurioù eilrenk
Eilpennet e vez al livioù a-wechoù, ar pezh a ro feurioù eilrenk :
<gallery>
Restr:Contre-vair.svg|Ginvrizh
Restr:Contre-hermine.svg|Ginerminig
</gallery>

Pa ne vez ket tu da ziskouez al livioù – pa vez kizellet ar skoed war [[maen|vaen]], da skouer — e reer gant pikoùigoù pe linennoù eeun. Setu amañ al livioù war skoedoù : war tu dehoù pep skoed emañ al liv plaen, war e du kleiz emañ al liv aroueziet e gwenn-ha-du.
{| style="border:1px #aaaaaa solid;"

|rowspan="2" | [[Restr:Nepal road sign B36.svg|40px]]
|width="5px"|
|Merkit e vez tuet ar skoed evel pa vefe gwelet en ur melezour : bepred e vez sellet ouzh ur skoed-ardamez evel pa vefe dalc'het gant unar denskoedour.

== Al livioù ==
Diwar [[koad|goad]] pe [[metal|vetal]] e veze fardet ar skoedoù gwechall ; livet e veze ar re goad, pe c'hoazh goloet gant [[feur]]ioù loened ; gant un doare [[prigwer]] e veze gwisket ar re vetal.

Un aspadenn eus an amzer-se zo hiziv c'hoazh, evel a weler pa seller ouzh an tri doare livioù a vez implijet en ardamezouriezh evit kinklañ ur skoed : ar ''metaloù'', ar ''feurioù'' hag ar ''prigwerennoù''.
*Ar ''metaloù'' eo an [[aour]] hag an [[argant]] – melen ha gwenn e vezont war ar skoedoù a-vremañ.
<gallery>
Restr:Heraldic Shield Or-neutre.jpgsvg|Aour
Restr:Heraldic Shield Argent-neutre.jpgsvg|Argant
</gallery>
*Ar ''prigwerennoù'' a reer eus al livioù all.
*Ar ''feurioù'', da lavaret eo tresadennoù a dalvez da aroueziañ feurioù loened  nobl  :
;Prigwerennoù pennañ
:• feur [[gwiñver]] glas [[Rusia]], anvet ''brizh'' en ardamezouriezh, hag a zo aroueziet dre [[kloc'h|kleierigoù]] glas ha gwenn peurliesañ evit diskouez liv kein ha kof al loen ; ''brizheg'' a lavarer pa ne vez ket glas ha gwenn ar feur-se ;
:• feur an [[erminig]], a weler war skoed [[Breizh]].
<gallery>
Restr:VairHeraldic enShield palAzure.svg|BrizhGlazur
Restr:BlasonHeraldic villeShield fr Sainte-Hermine (Vendée)Vert.svg|ErminigGeoteg
Restr:Contre-vairHeraldic Shield Gules.svg|GinvrizhGul
Restr:Contre-hermineHeraldic Shield Sable.svg|GinerminigSabel
</gallery>
;Prigwerennoù eilrenk
*Ar ''prigwerennoù'' a reer eus al livioù all. Merzit e vez graet gant gerioù all evit envel al livioù — eus ar perseg e teu ''glazur'' ''(lâzaward, ''"glas"'')'' evit "glas", eus ar galleg ''gueule'' ("genoù") e teu ''gul'' en abeg ma oa ur feur er penn-kentañ, graet diwar tammoùigoù kroc'hen bet tennet eus gouzoug ul loen ; eus ar galleg kozh e teu ''sabel'' ''(sable, ''"traezh"'')'' evit "du".
<gallery>
Restr:Carnation-neutreHeraldic Shield Cendrée.jpgsvg|En-gwirionDir/Houarn/Ludueg
Restr:Sinople-neutreHeraldic Shield Carnation.jpgsvg|GeotegEn-gwirion
Restr:Azur-neutreHeraldic Shield Sanguine.jpgsvg|GlazurGwadeg
Restr:Gueules-neutreHeraldic Shield Purpure.jpgsvg|GulLimestra
Restr:Pourpre-neutreHeraldic Shield Murrey.jpgsvg|LimestraMouareg
Restr:Sable-neutreHeraldic Shield Orange.jpgsvg|SabelOrañjezeg
Restr:Heraldic Shield Tenné.svg|Tanneg
</gallery>
*Merkit e vez graet gant gerioù all evit envel al livioù — eus ar perseg e teu ''glazur'' ''(lâzaward, ''"glas"'')'' evit "glas", eus ar galleg ''gueule'' ("genoù") e teu ''gul'' en abeg ma oa ur feur er penn-kentañ, graet diwar tammoùigoù kroc'hen bet tennet eus gouzoug ul loen ; eus ar [[poloneg]] ''soból'' hag ar [[rusianeg]] ''Соболь / soboly'', an daou c'her o talvezout kement ha [[sebelinez]], e teu ''sabel'' – ur feur e oa ''sabel'' e deroù an ardamezouriezh eta, kent treiñ da brigwerenn.
*Tri liv hepken a veze implijet er penn-kentañ : ''geoteg'', ''glazur'' ha ''gul''.
{| style="border:1px #aaaaaa solid;"

|rowspan="2" | [[Restr:Nepal road sign B36.svg|40px]]
|width="5px"|
|Hervez lezennoù an ardamezouriezh ez eo arabat lakaat metal war vetal, prigwer war brigwer, feur war feur. Mar kaver brizh e-kichen erminig, aour e-kichen argant, pe glazur e-kichen ul liv all e c'haller kendastum diarvar ez eus bet unvanet daou skoed-ardamez en unan, ar pezh a c'hoarvez dibaot a wech e bed an ardamezouriezh.

*Tri liv hepken a veze implijet er penn-kentañ : ''geoteg'', ''glazur'' ha ''gul''.

== ArLodennoù c'hargoùar skoedoù ==
[[Restr:COA fr BRE.svg|thumb|220px|Skoed Breizh]]
=== Ar brieloù ===
Dibaot ivez eo ar skoedoù ul liv hepken warno, tra ken ; ''plaen'' pe ''leun'' a reer anezho. An abeg da gement-se eo n'eus ket kalz livioù da zibab ; skoedoù tiegezhioù pe vroioù kozh-tre o deus skoedoù plaen, Breizh en o zouez : ''en erminig plaen'' eo skoed Breizh.<ref>Ha hini [[Sainte-Hermine]] e [[Vande (departamant)|Vendée]] e Bro-C'hall, met un diforc'hig zo etrezo.</ref>

''Lodennet'' eo ar pep niverusañ eus ar skoedoù neuze.
;Lodennoù diazez
Hervez merk an taolioù kleze war ar c'hoad pe ar metal e vez lodennet ar skoed plaen : un taol hepken a vez merket er c'hondon pe a droc'h ar skoed dre an hanter bewech ; etre krommelloù emañ an niver a daolioù kleze o deus lodennet ar skoed.
*''en gul eo diskouezet al lodennoù, hogen e forzh pe feur, metal pe brigwerenn e c'hallont bezañ, evel-just.
<gallery>
Restr:Gueules-neutre.jpg|Plaen (0)
Restr:Abime.jpg|Kondon (1)
Restr:Parti-neutre.jpg|Rannet (1)
Restr:Coupe-neutre.jpg|Troc'het (1)
Restr:Taille-neutre.jpg|Skejet (1)
Restr:Tranche-neutre.jpg|Benet (1)
</gallery>
;Lodennoù eilrenk
Pa vez kenstrollet meur a lodennadur diazez, muioc'h eget un taol kleze neuze, e vez savet lodennadurioù all. Setu amañ al lodennoù eilrenk, o verkañ mui-ouzh-mui a daolioù kleze war ar skoed.
<gallery>
Restr:Ecartele-neutre.jpg|Palefarzhet (2)
Restr:Ecartele-en-sautoir-neutre.jpg|Treuzpalefarzhet (2)
Restr:Skoed kabellet.png|Kabellet (2)
Restr:Skoed lavreget.png|Lavreget (2)
Restr:Skoed kembaret.png|Kembaret (3)
Restr:Gironne-neutre.jpg|Barlennet (4)
Restr:Fusele-neutre.jpg|Gwerzhidet (8)
Restr:Echiquete-neutre.jpg|Gwezboellek (11)
Restr:Losange-1-neutre.jpg|Talbennanet (12)
</gallery>

== Kargoù ar skoedoù ==
''Kargoù'' a reer e yezh an ardamezouriezh eus an traezoù a vez dikouezet war ur skoed.

Tri doare kargoù zo :
*ar ''pezhioù briel'', a vez linennek bepred ; ar c'hargoù koshañ int ;
*an ''traezoù'', a zo lunioù [[mentoniezh|mentoniel]] ;
*ar ''skeudennoù'', a zo tresadennoù loened, plant, tammoù tud... kement tra n'eo na pezhioù briel na traezoù eta.
=== Ar pezhioù briel ===
Deveret diwar al lodennoù eo ar pezhioù briel, met n'eus anezho nemet un drederenn pe ur c'hard eus gorread ar skoed.
<gallery perrow="5">
Restr:Bevenn.png|Bevenn
Restr:Chef-neutre.jpg|Kab
Restr:Chevron-neutre.jpg|Kebrenn
Restr:Pairle-neutre.jpg|Kembar
Restr:Canton-neutre.jpg|Konk
Restr:Croix-neutre.jpg|Kroaz
Restr:Barre-neutre.jpg|Gwifrell
Restr:Sautoir-neutre.jpg|Lammell
Restr:Pal-neutre.jpg|Peul
Restr:Frette-neutre.jpg|Plezhek
Restr:Bande-dentelee.jpg|S. c'harzentek
Restr:Bande-engrelee.jpg|S. goñchek
Restr:Losange-neutreTostal.jpgpng|TalbennanTostal
Restr:Fasce-neutre.jpg|Treustell
Restr:Fasce-bastillee.jpg|T. granellet
Restr:Fasce-bretessee.jpg|T. courc'hranellet
Restr:Fasce-contre-bretessee.jpg|T. c'hinc'hourc'hranellet
Restr:Treustellan.png|Treustellan
Restr:Burele-neutre.jpg|Goudreustell
</gallery>
Setu amañ un nebeud resisadennoù a-fed geriaoueg an ardamezouriezh a-zivout ar pezhioù briel.
=== Al lodennoù ===
:''Erion'' a reer eus ar ''vevenn'' pa vez moan.

<gallery perrow="4">
:''Nein'' eo anv ar ''c'hab'' pa vez moanoc'h eget un drederenn eus ar skoed.

Restr:Gironne-neutre.jpg|Barlennet
:''Krennbalefarzh'' a reer eus ar ''c'honk'' pa vez ken bras hag ur c'hard eus ar skoed.

Restr:Tranche-neutre.jpg|Benet
:''Tintenn'' a reer eus ar ''gebrenn'' pa vez moan.

Restr:Abime.jpg|Kondon
:Ar ''peul'' a dro da ''balouer'' pa vez moan, ha da ''c'houbalouer'' pa vez moan-moan.

Restr:Fusele-neutre.jpg|Gwerzhidet
::*Ur ''peul'' lakaet da gejañ ouzh un ''dreustell'' eo ar ''groaz'', anvet ''gougroaz'' pa vez moan.
Restr:Echiquete-neutre.jpg|Gwezboellek
:Ar ''sourin'' a dro da ''sourinan'' pa vez moan, da ''c'housourin'' pa vez moanoc'h c'hoazh.
Restr:Ecartele-neutre.jpg|Palefarzhet
::*Ur ''wifrell'' lakaet da gejañ ouzh ur ''sourin'' eo al ''lammell'', anvet ''goulammell'' pa vez moan ; "kroaz Sant-Andrev" a reer ivez eus al lammell, a weler war skoed-ardamez [[Bro-Skos]], a zo ''en glazur e c'houlammell argant''.
Restr:Parti-neutre.jpg|Rannet
:An ''tostal'' a dro da ''dostalan'' pa vez moan.

Restr:Taille-neutre.jpg|Skejet
:An ''dreustell'' a dro da ''dreustellan'' pa vez moan, ha da '' c'houdreustell'' pa vez moanoc'h c'hoazh.
Restr:Losange-1-neutre.jpg|Talbennanet

Restr:Ecartele-en-sautoir-neutre.jpg|Treuzpalefarzhet
''Gorreet'' e vez ur pezh briel pa vez lakaet tostoc'h da gab ar skoed eget d'e veg, ''gouzizet'' e vez pa vez lakaet tostoc'h d'ar beg eget d'ar c'hab.

Restr:Coupe-neutre.jpg|Troc'het
''Divouedet'' e vez ur pezh briel pa vez krennet, da lavaret eo pa ne stok ket ouzh lez ar skoed.
=== An traezoù ===
Evel-just ez eus anvioù arbennik e yezh an ardamezouriezh evit lod traezoù, da lavaret eo al lunioù mentoniel.
<gallery>
Restr:Bezantenn.png|Bezantenn
Restr:Kanochenn.png|Kanochenn
Restr:Karrell.png|Karrell
Restr:Croissant-neutre.jpg|Kreskenn
Restr:Macle-neutre.jpg|Mailhenn
Restr:Annelet-neutre.jpg|Ruilhenn
Restr:Etoile5-neutre.jpg|Steredenn
Restr:Losange-neutre.jpg|Talbennan
</gallery>
Arouez ur [[moneiz|pezh-moneiz]] eus [[Bizantion (keoded)|Bizantion]] eo ar ''vezantenn'', alese hec'h anv.
=== Tud ===
*''Toullet'' e vez an traezoù pa vez un toull bihan en o c'hreiz, ha ''dileuniet'' e vezont pa vez bras an toull — ur vezantenn dileuniet eo ar ''ruilhenn'' neuze, hag un talbennan dileuniet eo ar ''vailhenn''.
=== Ar skeudennoù ===
Kalz skeudennoù a bep doare a c'haller gwelet war ar skoedoù-armadamez ; setu amañ ar re baotañ – en livioù all e c'hallont bezañ, evel-just.
==== Tud ====
<gallery>
Restr:Ange-neutre.jpg|Ael
Restr:Tete-maure-neutre.jpg|Penn Morian
</gallery>
==== Loened ====
<gallery>
Restr:Ours-neutre.jpg|Arzh rampant
Restr:Bélier passant.png|Tourc'h tremenant
</gallery>
==== Arouezioù mojennel ====
<gallery>
Restr:Amphiptere-neutre.jpg|Adannaer
Restr:Sirene-f1-neutre.jpg|Morwreg
</gallery>
==== Plant ha frouezh ====
<gallery>
Restr:Genet-neutre.jpg|Banal
Restr:Quintefeuille-neutre.jpg|Pempdiliaouenn
</gallery>
==== TraezoùSkeudennoù all ====
<gallery>
Restr:Clefs-sautoir-neutre.jpg|Alc'hwezioù lammellet
Restr:Herse-neutre.jpg|Klouedenn
Restr:Coquille1-neutre.jpg|Kregilhenn
Restr:Croissant-neutre.jpg|Kreskenn
Restr:Croix-neutre.jpg|Kroaz
Restr:Croix-annillee-neutre.jpg|Kroaz branellek
Restr:Croix-ancree-neutre.jpg|Kroaz eoriek
Restr:Couronne-roi-fermee-neutre.jpg|Kurunenn roue volzek
Restr:Couronne-roi-ouverte-neutre.jpg|Kurunenn roue zigor
Restr:Sautoir-neutre.jpg|Lammell
Restr:Macle-neutre.jpg|Mailhenn
Restr:Macle-semis.jpg|Mailhennek
Restr:Roue-neutre.jpg|Rod
Restr:Annelet-neutre.jpg|Ruilhenn
Restr:Etoile5-neutre.jpg|Steredenn
Restr:Accouple-neutre.jpg|Stroll kon
</gallery>

== Ar c'hinkladurioù diavaez ==

Skoed

Dalc'her
dehoù

Dalc'her kleiz

Lugan

Briger

Lambrikin

Arskoed

Skor

Urzh

Sturiad

DEHOÙ

KLEIZ

[[Restr:Elementy herbu.jpg|250px]]

Ur skouer eus ardamezioù en o fezh

[[Restr:CoA dukes of Bretagne 1316-1514 (chivalric).svg|thumb|220px|Ardamezioù duged Breizh]]
A-feur ma tremenas an amzer e voe lakaet kinkladurioù tro-dro d'ar skoedoù-ardamez, evit diskouez lodennoù all eus merkoù ar berc'henned.

*Un ''arskoed'' a voe lakaet a-us ar skoed.
:Ur gurunenn e oa evit un ezel eus an noblañs, un ''helm'' – tokarn ar Grennamzer – evit ur marc'heg, ur ''mintr'' evit un den a [[Iliz katolik roman|Iliz]], ur ''vur'' evit ur gêr, pe un dra bennak all, hervez dere pe vicher perc'henn ar skoed.
*Ur ''briger'' a voe lakaet a-us an arskoed.
:Unan eus pezhioù ar skoed e vez peurliesañ : ul leon kurunennet e oa war ardamezioù duged Breizh adalek [[1316]] betek [[1514]], evel ma weler war ar skeudenn amañ a-zehoù.
*''Lambrikinoù'', da lavaret eo bandennoù danvez pe c'hoazh delioù, a vez lakaet alies da ziskenn eus kostezioù ar briger betek ar skoed.
*A-us ar briger emañ al ''lugan'', skrivet war ul ''lietenn''.
:Ur youc'hadenn-vrezel eo al lugan, evit kalonekaat ar vrezelourien war an dachenn-emgann. '' Malo au riche duc ! '' e oa hini duged Breizh, ha '' Torr e benn ! '' hini ar Vretoned e-pad [[Emsavadeg ar Bonedoù ruz]] e [[1675]].
:'' Montjoie ! Saint-Denis ! '' e oa hini ar C'hallaoued ha '' Saint George ! '' hini ar [[Bro-Saoz|Saozon]].
*''Dalc'herien'' a voe lakaet da c'houde, a zo skeudennoù tud, loened pe draoù a zalc'h ar skoed en e sav.
:"Dalc'herien" eo ar ger hollek, hogen evit tud e talvez ''dalc'herien'' ez-resis ; ''dalc'hered'' a lavarer pa vez loened, ha ''dalc'herioù'' pa vez traezoù.
:N'eo ket ret e vefe dalc'her an tu dehoù heñvel ouzh hini an tu kleiz.
*Alies e vez an dalc'herien war ur ''skor'', a c'hall bezañ un treust evel war ardamezioù Belgia, pe ur bradenn, pe traezoù all.
*Dindan ar skoed, ouzh ar skor alies, e kaver a-wechoù un ''urzh'', da lavaret eo ur vedalenn ofisiel bet grataet da berc'henn ar skoed gant e vestr pe gant penn ar Stad evit e enoriñ a-c'houde ur gur pe un emzalc'h a zelleze bezañ garedonet ez-ofisiel.
*E traoñ an ardamezioù emañ ''sturiad'' perc'henned ar skoed ; ''ger-stur'' pe ''ger-ardamez'' a lavarer ivez.
:Ul lavarenn a zispleg dre verr doare ar perc'henn da ren e vuhez eo ar sturiad. E [[latin]] e veze alies er Grennamzer.
:'' Kentoc’h mervel eget bezañ saotret '' eo sturiad Breizh, a ra dave da feur gwenn-kann an erminig er goañv. ''
:'' Liberté, égalité, fraternité '' eo ger-stur Bro-C'hall abaoe [[1790]], goude an [[Dispac'h gall]] (skarzhet e oa bet gant [[Napoleone Buonaparte]] da vare an [[Impalaeriezh C'hall Kentañ]], hag adlakaet goude e ziskar) ; e galleg, '' Dieu et mon droit '' eo hini ar Saozon.
*Ur vantell a vez o wiskañ ar skoed hag e zalc'herien alies, evel war ardamezioù Belgia c'hoazh.

== A skoed da skoed ==
[[Restr:Blason ville fr Sainte-Hermine (Vendée).svg|thumb|180px|Skoed Sainte-Hermine (Vendée)]]
Pa 'z eo pep skoed tra e berc'henn(ez) hepken ez eo berzet diskouez unan a zo heñvel-mik ouzh ur skoed bet diskouezet kentoc'h. Dre ma ne c'haller ket anaout kement skoed a zo er bed e c'hoarvez a-wechoù e vefe kinniget unan a zo dija : en degouezh-se ez eo ar skoed koshañ a vir e zoareoù, hag an hini nevesañ a rankor kemmañ.
*Un diforc'h zo etre skoed Sainte-Hermine ha hini Breizh, daoust d'an daou bezañ ''en erminig plaen'' : 36 brizhenn erminig war 7 renkennad zo en hini nevez, 38 war 8 renkennad zo en hini Breizh.
En un tiegezh e tremen ar skoed a rumm da rumm, dre ar bugel henañ. Mar fell da c'hoar pe vreur kaout ur skoed ivez e rank degas ''diforc'hioù'' er skoed nevez dre gemmañ ul liv, ur pezh briel pe ur c'harg. Alies-tre e talvez ar c'hargoù da zoujañ d'ar reolenn-se : kemmañ, lemel pe ouzhpennañ unan zo mat, ha trawalc'h eo lakaat un dreustell da c'houdreustell evit ma vefe degemeret ar skoed nevez.
Aotreet eo unvaniñ daou skoed a-benn sevel unan nevez, a reer ur ''pennon'' anezhañ neuze. Ur pennon eo skoed kêr [[Lannerell]].

== Lenn ur skoed-ardamez ==
Resis-kenañ eo yezh an ardamezouriezh. Pa zeskriver ur skoed neuze e ranker heuliañ un urzh strizh hag implijout ar gerioù a zere, evit ma c'hallfe forzh pe zen a gompren ar yezh bezañ gouest da  welet  ar skoed dre spered hag e dresañ difazi mard eo ret.

Bewech e kroger dre al lodennadur : ''palefarzhet'', ''rannet'', ''troc'het''... heuliet gant al livioù en ur gregiñ gant ar re ziazez, ar pezhioù briel da c'houde, hag all. Hollret eo bezañ klok ha resis evit ma ne vefe tamm kammveizadur ebet.

Goude bezañ deskrivet ar skoed e c'haller kendelc'her gant e ginkladur : helm, kurunenn, dalc'herien hag all, kement tra a zo en ardamezioù a venner displegañ.
Da echuiñ e veneger ar sturiad hag al lugan.
*Atav e vez graet gant ''en'' dirak al livioù, evit diforc'hañ diouzh ar perc'hennañ ''e'' : ''en gul e ruilhenn en aour'', da skouer.

Setu amañ deskrivadur skoedoù kêrioù-penn an nav bro a ya da sevel Breizh – skoed Breizh a ouzit deskrivañ dija : ''en erminig plaen''.

|align="center" |'''[[Dol]]'''

|align="center" |[[Restr:Blason ville fr Dol-de Bretagne (Ille-et-Vilaine).svg|110px]]
|rowspan="2" width="15px" |
|rowspan="2"|''En aour e deir zalbennan en glazur, karget pep hini gant ur ganochenn en argant, adkarget gant ur vrizhenn erminig en sabel ; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour.''

|align="center" |'''[[Gwened]]'''

|align="center" |[[Restr:COA fr Vannes 56.svg|110px]]
|rowspan="2" width="15px" |
|rowspan="2"|''En gul e erminig tremenant en argant, gwakoliet etre aour hag erminig.''

|align="center" |'''[[Kastell-Paol]]'''

|align="center" |[[Restr:Blason (fr) Saint-Pol de Léon.svg|110px]]
|rowspan="2" width="15px" |
|rowspan="2"|''Rannet : ouzh kentañ en aour e leon kudennek o terc'hel ur gammell eskob en gul ; ouzh eil en erminig karget gant ur gouezhoc'h en sabel lagadet ha stilhonet en argant, gwakoliet gant ur gurunenn en aour, o skorañ un tour en gul tourigellet a dri fezh ouzh konk a-zehoù.''

|align="center" |'''[[Kemper]]'''

|align="center" |[[Restr:Blason ville fr Quimper (Finistère).svg|110px]]
|rowspan="2" width="15px" |
|rowspan="2"|''En glazur e dourc'h tremenant en argant, kernielet ha krabanet en aour ; en gab en erminig.''

|align="center" |'''[[Landreger]]'''

|align="center" |[[Restr:Blason de la ville de Tréguier (Côtes-d'Armor).svg|110px]]
|rowspan="2" width="15px" |
|rowspan="2"|''En glazur e lestr en argant e ouelioù dispak, mordoant war ur mor kevliv, eilet ouzh kab ouzh dehoù gant ur skoedig en glazur e deir flourdilizenn en aour, 2, 1 hag ouzh kleiz gant ur skoedig en erminig.''

|align="center" |'''[[Naoned]]'''

|align="center" |[[Restr:Blason Nantes.svg|110px]]
|rowspan="2" width="15px" |
|rowspan="2"|''En gul e lestr greet en aour, gouelet en erminig, mordoant war ur mor geotet ; e gab en erminig.''

|align="center" |'''[[Roazhon]]'''

|align="center" |[[Restr:Blason Rennes.svg|110px]]
|rowspan="2" width="15px" |
|rowspan="2"|''Peuliet en argant ha sabel a c'hwec'h pezh ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig.''

|align="center" |'''[[Sant-Brieg]]'''

|align="center" |[[Restr:Blason Saint-Brieuc.svg|110px]]
|rowspan="2" width="15px" |
|rowspan="2"|''En glazur e leonerer en aour, krabanet ha teodet en gul.''

|align="center" |'''[[Sant-Maloù]]'''

|align="center" |[[Restr:Blason ville fr Saint-Malo.svg|110px]]
|rowspan="2" width="15px" |
|rowspan="2"|''En gul e oged en aour o tifoupañ diouzh ar beg ha diouzh al lezioù, leinet gant un erminig tremenant en gwirion, gwakoliet etre aour hag erminig.''

== Sevel ur skoed-ardamez ==
Gwir en deus pep den da sevel e skoed-ardamez, ha da sevel kinkladurioù tro-dro dezhañ mar fell dezhañ.

Ret eo avat doujañ da reolennoù an ardamezouriezh evit en ober, ha gwiriañ hag-eñ n'eus ket bet enrollet ur skoed heñvel-mik ouzh an hini a venner sevel.

Implijout kargoù anavezet a c'haller ober, pe ijinañ reoù all a glot gwelloc'h gant ar pezh a venner displegañ : netra ne vir ouzh un den anvet "Lagadeg" a lakaat ur mell lagad e kondon e skoed.

Heñvel eo gant al livioù : gant ar milionoù a livioù a zo e c'haller dibab unan resis, da skouer WWWW, a zo #c1cdc1 en [[HTML]] ha 193 205 193 en RGG (RuzGwerGlas, ''RGB'' e saozneg ha ''RVB'' e galleg, ''HoneyDew3'' o vezañ e anv etrebroadel).

Evel-just, dibab ar pezh a vo war ar skoed eo ar pep diaesañ. Tu zo da c'hoari gant anv an den, evel "Lagadeg", pe gant ar pezh a blij dezhañ (ur steredenn evit un den a zo tomm ouzh ar [[steredoniezh]], ur barr-livañ evit ul livour, hag all), pe c'hoazh gant ar pezh en deus graet, evel ur pezh [[echedoù]] mard en deus gounezet ur c'hampionad echedoù. Al lec'h m'emañ o chom, istor e familh, pep tra a c'hall bezañ un andon.

Gwell eo sevel meur a raktres, en ur zelc'her soñj eus ur reolenn diazez : seul eeunoc'h ar skoed-ardamez, seul vravoc'h, seul aesoc'h da gounaat... ha seul aesoc'h da zeskrivañ.

== Notennoù ==
== Levrlennadur ==
* Yellen hag Abennez : ''Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezourieh'', Akademiezh Vreizh, 1965.
* [[Divi Kervella]], ''An ardamezouriezh'', er gazetenn ''[[Talabao (kazetenn)|Talabao]]'', niv. 4, Gouere/Eost 1987, pp. 13-20, embannet gant [[An Here]].

== Liammoù diavaez ==
* {{br}} [http://www.banniel.com/www/banniel/bre/ Kevredigezh bannielouriezh hag ardamùezouriezhardamezouriezh Breizh]]
* {{fr}} [http://www.heraldique-blasons-armoiries.com/armoriaux/hozier/blasons_bretagne_B.html Ardamezeg Breizh] savet gant [[Charles d'Hozier]] ([[1640]]-[[1732]])

== Pennadoù kar ==
* [[Ardamezouriezh familhoù Breizh|Ardamezeg familhoù Breizh]]
* [[Ardamezouriezh kêrioù Breizh|Ardamezeg kêrioù Breizh]]

[[Rummad:Ardamezouriezh]]
{{Commons|Category:Heraldry}}
Implijer dizanv