Asteroidenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21:
 
== En em wareziñ, daou zoare ==
E [[1998]] e c'hourc'hemennas ar ''C’hongres'' [[Kongres ar Stadoù-Unanet Amerika|C’hongres amerikan]] d’andigant an NASA evezhiañ an asteroidennoù brasoc’h eget 1 km treuzkizo zreuzkiz. War-dro 12001 200 anezho zo bet kavet, ha dister eo ar riskloù ganto. Risklusoc'h eo ar re a zo bihanoc’h, rak kalz niverusoc’hniverusoc'h int. Pep douargroazier etre 100 ha 10001 000 m a dreuzkiz a c’hallje lazhañ milionoù a dud. Ouzh o listennañ emañ an NASA c'hoazh, met petra a c’hellfemp ober evit en em wareziñ ?
 
=== Diskoulmañ ar gudenn kent ma c’hoarvezfe ===
Mar merzher bezañs ar riskl un 20 pe 30 bloavezh en a-raok e c'haller raktresañ un diskoulm : lakaat amestez an douargroazier da vrasaat pe da vihanaat evit ma ne gejfe ket ouzh an Douar. Tri raktres bras zo evit kement-se.
* Ar c’hefridigefridi B612, ijinet gant an amerikanedAmerikaned Russel Schweickart hag Edward Tsang Lu.
:Dre ma vefe dic'hallus kas ul lestr egor gant trawalc'h a drelosk evit mont en-dro e-pad degadoù a vloavezhioù o deus bet ur mennozh all : staget e vefe un [[egorlestr]] emgefreek hag emren trelosket gant ur [[kreizenn derc'hanel|greizenn derc'hanel]] vihan. Emañ an NASA o prientiñ an arc'hwelerezh-se evit kefridioù war [[Yaou (planedenn)|Yaou]]. Prest e vefe ar c’hefridigefridi B612 e-tro ar bloavezhioù 2015<small><sup>''(Da wiriañ)''</sup></small>. Ar gudenn bennañ eo penaos stagañ an egorlestr ouzh an douargroazier, dreist-holl mar tro hennezh warnañ e-unan.
* Un doare all a zo bet kinniget gant Tsang Lu evit ma ne vefe kudenn ebet gant ar stagañ.
:Ret e vefe ober gant an [[dedennerezh kerc'hellel]] a zesachfe an asteroidenn. An egorlestr a vefe nepell diouzh an asteroidenn ha mont a rafe war -raok, an dedennerezh a rafe ar peurrest. Hervez e jedadennoù ne vefe ket ezhomm eus ur greizenn derc'hanel, an dour-tan boas a vefe bastus.
* An trede doare eo arverañ bannoù an Heol o skeiñ war ur [[melezour]] hag ul « lien heolel» 10 000 m² e c'horread.
:Emañ [[Alamagn|Alamaned]] an DLR ''([[Deutsche Zentrum für Luft und Raumfahrt]]'', "Kreizenn Alaman an Aer hag an Egor") o labourat war ar raktres-mañ. Kevatal da 10 [[kerc'hellder|g]] (98,0665 m/[[eilenn|s]]²) e vefe ar c'hwimm, ha dibaouez a-hed kantvedoù. Ur gudenn a chom : penaos fardañ ul lien tanav ha skañv a-walc’h a c’hellfed dispakañ en egor ? E [[2006]] e klaskas ur strollad [[Japan]]iz displegañ ul lien 700 m² e c'horread en egor, hep berzh avat. An eil kudenn eo penaos stagañ al lien-se d’anouzh an asteroidenn ?
 
Klemm a ra tud, abaoe [[1994]], en abeg d'un dañjer bras a c’hellfe bezañ degaset gant an doareoù-se. Ar steredoniour amerikan [[Carl Sagan]], a grouas meizad ar « goañvezh nukleel », a zisplege ne rankfed ket ober war-dro an doareoù da ziheñchañ en a-raok, met gortoz ar mare diwezhañ. Soñjal a ra d’ar glemmerien e c'hallfed neuze diheñchañ asteroidennoù war-du an Douar, dre ma ouifemp ober ar c’hontrol. Kalz dañjerusoc’h c’hoazh e c’hellfe bezañ mar befe resis-tre an diheñchañ. Un [[arm]] diharz e teufe da vezañ evit ar broioù gouest d’ober kement-mañ.