Asteroidenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 13:
[[Restr:Ceres optimized.jpg|thumb|<center>An '''asteroidenn''' [[Keres (korrblanedenn)|Keres]]<br /><small>Luc'hskeudenn: pellseller egorel Hubble</small></center>]]
Er mare-mañ ez eus war-dro 20 000 asteroidenn nepell diouzh an Douar, met bihan-tre eo ar riskl a genstok gant ar re vrasañ anezho. ''Apofis'' (320 [[metr|m]] a hirder) eo ar gudenn siriusañ a zo bet kavet betek-henn, met n’eus nemet 1 riskl diwar 45 000 e kouezhfe, er bloavezh 2036. Bep bloaz e kouezh asteroidennoù kalz bihanoc’h.<br />
Ur wech an amzer ez eus re gant ur mentvent etre : e [[1908]] e kouezhas unan 50 m a hirder e [[Siberia]] – ken kreñv eo bet an darzhadenn ha mil gwech hini bombezenn [[Hiroshima]], hag ur mil den bennak a voe lazhet. Mar bije c’hoarvezet teir eurvezh diwezhatoc'h e vije kouezhet war [[Moskov|Voskov]], a vije bet peurzistrujet.
 
Bep bloaz e vez reier bihanoc’h o tarzhañ uhel en [[aergelc'h]] gant un nerzh kevatal da hini ur vombezenn derc'hanel.<br />
An hini souezhusañ a voe e [[2002]] a-us ar [[Mor Kreizdouar]], etre [[Libia]] ha [[Kreta]] : mar bije kouezhet teir eurvezh hanter kentoc'h e vije erruet er Stad [[Jammu ha Kachmir]] en [[India]] an [[Norzh]], tost da [[Pakistan|Bakistan]] ; marteze e vije bet loc'het ur brezel nukleel etre India ha Pakistan en abeg d'an darzhadenn-se, a vije bet komprenet evel un dagadenn.
 
Studiet eo bet gant an ''NorthNational AmericanAeronautics and Space AgencyAdministration'' ([[NASA]]) ar pezh a c’hoarvezje mar kouezhje un douargroazier brasoc’h eget 1 km a dreuzkiz : ker bras e vije an distruj ha miliadoù a wechoù distruj holl armoù nukleel ar bed ; kas a raje milionoù a donennadoù douar en aergelc'h ; stanket e vije skinoù an Heol e-pad bloavezhioù, ha loc'het ur « goañvezh nukleel ». Da get ez aje an holl oberioù o deus ezhomm eus an Heol : al labour-douar, ar panelloù-heol, al loened hag ar plant o kreskiñ, hag all. Kemmet e vije ul lodenn vras eus mont en-dro hor c'hevredigezh, ha dreist-holl e vefe un naonegezh planedennel degaset war an Douar. Diaes-tre e vije d'an denelezh en em voazañ diouzh ken trumm ur c'hemm.
 
== En em wareziñ, daou zoare ==