Diforc'hioù etre adstummoù "Frañsez Laorañs"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(+ Rummad)
Soudardaet e voe en 247{{vet}} Rejimant Troadeion gall e penn-kentañ ar [[Brezel-bed kentañ|brezel]]. E-kreiz un dro-noz gedal d'ar [[1 Here|1{{añ}} a viz Here 1914]] e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] nepell eus kêriadenn [[Souain-Perthes-lès-Hurlus|Souains]] ([[Marne (departamant)|Marne]]), e voe gloazet Frañsez-Mari Laorañs en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Disklêriañ a reas ar mezeg milourel Buy en doa graet d’en em c’hloazañ a-ratozh-kaer evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe d’an [[18 a viz Here]] [[1914]] evit kement-se gant ur c'huzul-brezel ordinal bodet dre urzh ar jeneral [[Fernand Louis Armand Marie de Langle de Cary|de Langle de Cary]], penn ar 4{{vet}} Lu. Galleg hepken gant al lez-varn, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze Frañsez-Mari Laorañs nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just, dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’an [[19 a viz Here]] [[1914]].
 
Ar [[Bro-C'hall|Stad c'hall]] a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an [[9 a viz Kerzu]] [[1933]], adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar [[Prefedprefed]] a oa deuet a-ratozh-kaer da [[Melioneg|Velioneg]] d'ar [[5 a viz Eost]] [[1934]]. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe gant ar polis ouzh broadelourien [[Breiz Atao]] dont e kêr.
 
E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv Frañsez Laorañs en o zouez.
 
==Ar ganaouenn==
([[kanaouenn]] komzoù hengounel, tapet diwar bladenn [[Gweltaz ar Fur]])
Implijer dizanv