Gàidhealtachd : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 12 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q2269514 (translate me)
Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 3:
Tost eo ar ger-se d’ar ger ''[[Gaeltacht]]'' a vez implijet en Iwerzhon, evit ober anv eus an toleadoù iwerzhonek.
 
Ur vro sevenadurel eo ar ''Gàidhealtachd'', kentoc’h eget ur vro istorel pe douaroniel. Daoust ma’z eus bet kollet tachenn gant ar gouezeleg en Uheldirioù Bro-Skos, a-hed an istor, e weler c’hoazh ar merk splann eus ar yezh-se en anvioù-lec’h ul lodenn vat eus ar vro. En amzer dremenet e veze komzet gouezeleg dre un darn vras eus Bro-Skos, nemet rannvroioù ar su pellañ hag inizi an norzh ([[Orc'h]], [[Shetland]]). Kalz anvioù-lec’h « saoznek » a zeu eus ar gouezeleg : Dundee ([[Dùn DeaghDèagh]]), Inverness ([[Inbhir Nis]]), [[Earra-Ghàidheal|Argyll]] (Earra-Ghàidheal), Galloway ([[Gall-Ghaidhealaibh]])...
Dre ma veze komzet scots e lez [[Listenn Rouaned Bro-Skos |rouaned Bro-Skos]], e [[Dinedin]], e tigreskas ment ar Gàidhealtachd, da lavaret eo tachenn ar gouezeleg.