David ar Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
'' [[Ar Gwenedour hag an Inuitez]] '' zo ul levr danevelloù bet embannet e fin ar bloaz 2006 get David Ar Gall, kelenner brezhoneg er skolaj Diwan Gwened, liv brezhoneg Bro Pourlet, e vro orin, getañ. Mont a ra pemzek danevell d'e ober a-hed 170 pajenn. Beajiñ a ra al lenner ag an amzer vremañ betek mare an dispac'h ; a Vreizh betek ar [[Greunland]], pe betek un enezenn kollet get ur meuriad debrerion tud... Istorioù kriz 'vez savet get David Ar Gall, get ur sell hag ur fent du... Ar skrivagner a ouia penaos sevel un istoer, tudennoù, un aergelc'h.
E "Karr... m'ho kar", da skouer, e tanevell istor un paotr yaouank skoet get e dad ha, war-lerc'h, get krennarded er skol. Skoet betek bout kaset d'an ospital, met n'eus ket kement-se a dud da sikour getañ. Istorioù evel-se a c'hellehe bout gwir da vat. "Dasson an taboulin" a zo ivez istor ur paotr yaouank, digourdi met paour-razh, da vare an [[Dispac'h Gall|Dispac'h]]. Mont a ra da soudard er [[morlu]], ha David ar Gall a ro un tañva, e-barzh un nebeud pajennoù, eus ar vuhez e-barzh ar bagoù-brezel d'ar c'houlz-se. Kant skouerenn hepken zo bet tennet ag al levr-se na vez ket gwerzhet erstalioù-levrioù.
;''';Hent Arkadius''' (2009)
 
''';Hent Arkadius'''
 
Gant an tolpad danevelloù-mañ e laka war-wel ur bed liesliv : a-wezhioù teñval ha du, livañ a ra bedoù kriz, amzerioù da zont goulazhet, bedoù pulluc’het, gant fent ur gwenedour evel-just. Gwezhioù all e vo trec’h ar vuhez, ar garantez. War hent Arkadius ne c’hell ket an enoe bout trec’h gwezh ebet.
;''';An avel en ho plev''' (2012)
 
''';An avel en ho plev'''
 
Levr kenskrivet hag embannet er blez [[2012]] e ti [[Al Liamm]].
;''Bara Brith'' (2015)
 
Ur romant, "Bara Brith", embannet e ti Al Liamm ivez.
''';E 2015'''
 
Ur romant, "Bara Brith", embannet e ti Al Liamm ivez.
 
== Levrlennadur ==
* ''Ar Gwenedour hag an Inuitez'', emb. TRES, 2006.
* ''Ar Gwenedour hag an Inuitez'', emb. TRES, 2006.
* ''Hent Arkadius'', Embannadurioù Al Liamm, 2009.
* ''An avel en ho plev'', Embannadurioù Al Liamm, 2012.