Meurvor Arktika : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Reizhañ liamm diabarzh
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
Pa oa ar [[Brezel yen]] e oa an takad dindan an urzh vilourel pa oa meur a [[diaz-lu|ziaz-lu]] kostez an [[URSS]] koulz ha kostez Norvegia. [[lestr-spluj|Listri-spluj]] rusian ha stadunanat a rae o ged-tro er meurvor a-bezh. E [[1958]] e reas un taol-kaer al lestr-spluj atomel stadunanat [[Nautilus]] pa dreizhas ar meurvor en ur splujañ dindan ar vorskorneg tev a zo dindan ar [[Pol Norzh]].
 
E Gouere 2007 e kasas gouarnamant Rusia ul lestr-spluj evit plantañ [[banniel]] Rusia e [[foñs]] ar meurvor, 4 000 m donder eno. Evit pouezañ war al lodenniñ pinvidigezhioù kuzhet an [[islonk]] da zont eo bet graet an dra-se p'eo ar vorskorneg o tigreskiñ dre efed [[Tommadur ar blanedenn|tommadur hinad ar bed]]. Pep bro staliet war aodoù ar meurvor a reklemm e lodenn. Ar [[Stadoù-Unanet]] o deus embannet e tlefe bezañ un tremen etrebroadel [[Tremen ar Gwalarn]] bezañ un tremen etrebroadel, met n'emañ ket a-du [[Kanada]] ha [[gouarnamant]] ar riez-se en deus embannet e stalio un diaz-lu nevez dindan un nebeud bloazioù evit e gontrolliñ just goude splujadenn ar Rusianed.
 
== Sell ivez ==