Mor Marv : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|he}} (2) using AWB (10902)
+ig, reizhañ liamm diabarzh
 
Linenn 1:
[[Restr:Dead_sea_newspaper.jpg|200px|thumb|Dre m'eo sall-kenañ e c'hall an dud chom war-neuñv aes er '''Mor Marv'''.]]
Ar '''Mor Marv''' (ים המלח‎ en [[hebraeg]] ; البحر الميت‎ en [[arabeg]]) zo ur mor diabarzh bihan a-walc'h, er [[Reter Nesañ]], etre douaroù [[palestina]]t [[Sisjordania]], [[Israel]] ha [[Jordania]]. Sall-kenañ eo douar ar Mor Marv (30% a [[holen]]), salloch eget n'eus forzh peseurt mor all er bed (en-dro da Vreizh ne dap ar mor nemet 3,5% a holen pe war-dro), hag abalamour da se n'eus ket kalz a vuhez ennañ.
 
En em astenn a ra war 1 050 km² ; 67 km eo e hed brasañ ha 18 km e led d'ar muiañ. Digreskiñ a ra e c'horread ingal, evel ma c'hoarvez ivez gant ledennadoù-dour sall all er bed, [[Mor Aral]] pe al [[Lenn Tchad]] da skouer. Ar stêr [[JourdenJordan (stêr)|Jordan]] en em daol er Mor Marv, ha n'eus stêr ebet o redek dioutañ. N'eo ket abalamour ma n'eus ket buhez ennañ e reer ar '''Mor Marv''' anezhañ, a lavarer, met abalamour ma vez plaen ha diroufenn peurliesañ. Dre m'eo sall-kenañ e vez aes d'an dud chom war-c'horre an dour ha neuial ennañ.
 
Al lec'h izelañ war c'horre an Douar an hini eo, gant -422 m dindan [[live ar mor]].
 
Er [[Bibl]] e reer 'Mor ar Reter' pe 'Mor an Holen' eus an Mor Marv. Anv zo anezhañ evit ar wech kentañ e [[Levr ar C'heneliezh]].