Don Carlos Spagn : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 11:
Mervel a reas er vac'h da 23 bloaz.
==Dimezioù==
Skoulmet e oa an emglev etre Spagn ha Bro-C'hall, ha Carlos a oa da zimeziñ e1559 da [[Elesbed Bro-C'hall (1545-1568)]], merc'h da [[Herri II (Bro-C'hall)]]; e dad avat, o welout pegen distabil e oa e spered, ha dre ma oa [[intañv]] adarre goude marv e eil pried, a zimezas ganti en e lec'h e 1560.
Linenn 26 ⟶ 21:
En 1562 e tapas Carlos ul lamm er skalieroù, ma voe gloazet e benn. Saveteet e voe e vuhez gant un [[trepanadur]] a voe graet gant ar medisin [[Andreas Vesalius]].<ref>Parker p. 88</ref> Goude an abadenn-se e teuas Carlos da vout gouez ha da gaout barrioù trumm.
Kasoni a vage ouzh [[Fernando Álvarez de Toledo, ode Dug Alba|Dug Alba]], a voe lakaet e penn armeoù Felipe en Izelvroioù, ur garg a oa bet prometed da Garlos
En 1564 e lakaas Felipe II e nized, an arc'hduged [[Rodolf II an Impalaeriezh santel|Rodolf]] hag [[Ernst Aostria]], da zont da Spagn, evit aozañ ganto penaos e oa da ren e Stadoù, diwar-goust e vab Carlos eta, a gave d'ar roue ne oa ket gouest da ren. Droug a savas e Carlos neuze, hag e 1567 e reas emglev gant emsavidi an Izelvroioù, o doa kemeret an armoù a-enep e dad, hag e prometas kemer penn o arme. Felipe II a hañvalas krediñ en doa Carlos iriennet a-enep dezhañ.
|