Defynnog : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
'''Defynnog''' zo ur gêriadenn eus [[Kembre]], e kreisteiz kontelezh [[Powys]], e [[Sir Frycheiniog]] kozh. E [[Roll kumuniezhioù Kembre|kumuniezh]] [[Maescar]] emañ, un tammig er c'hreisteiz da [[Pontsenni|Bontsenni]].
 
Er c'hreisteiz d'ar gêriadenn emañ ar [[Fforest Fawr]], a zo e-kreiz [[Park Broadel Bannau Brycheiniog]]. Er reter dezhi emañ Cefn Llechid, un dorgenn 400 metr uhelder. Tremen a ra anar stêr [[Afon Senni]] dre ar gêriadenn ha redek war-zu ar stêr [[Wysg]], e-kichen Pontsenni.
 
Gouesetlet eo an iliz-parrez da sant [[Cynog]], unan eus mibien [[Brychan]], roue [[rouantelezh Brycheiniog]]. Lidet e vez gouel sant Cynog d'an eil yaou a viz Here. Ur maen-sav gant ur [[kroaz keltiek|groaz keltiek]] zo er vered ; warni ez eus enskrivadurioù [[latin]] hag [[Ogham]] met ne gomprener ket anezho.