Galv (aozadur) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Traouigoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Galv''', anvet ''Comité d'Action pour la Langue Bretonne'' da gentañ (CALB), a oa un aozadur-stourm evit ar brezhoneg hag a oa bet krouet e 1969 e Brest gant [[UDB]], ar [[JEB]], hag [[Ar Falz]]. [[Yaouankizoù Penn-a-raok Breizh]] a zeuas da vout ezel war-lerc'h ar grouidigezh. E gwirionez e oa ur benveg etre daouarn UDB.
 
E penn an aozadur e oa ur burev gant dileuridi eus ar [[JEB]], [[Fañch Broudig]], Gaby Mer ha [[Jean-Yves Lagadeg]], eus UDB, [[Yves Le Berre]], [[Jean Le Dû]] (a yeas war-du ar PCF prestik goude), [[Erwan Evenou]], eus [[Ar Falz]], [[Armañs Keravel]] ha [[Fañch Morvannou]] hag eus [[Yaouankizoù Penn-a-raok Breizh]] Klaod an Duigou...
[[Fañch Broudig]] a voe lakaet da sekretour, [[Erwan Evenou]] a gemeras e blas goude.
Awenet e oa ar strollad gant ar varksouriezh diouzh ar c'hiz goude 1968. Kinnig a rae goulenn kreskiñ kelenn ar brezhoneg er skol, en ur mare ma ne oa tost netra, met ne ginnige ket ober kalz tra d'an izili, ha ne oa ket gwall vrudet. Divodet e voe ar strollad e penn-kentañ 1974.